Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. Lec'hiañ e gorf e doare ma vo dalc'het sonn ar c'hef anezhañ, mui pe vui, gant ar penn-a-dreñv diazezet war al leur pe war un azezenn, hag an divorzhed a-led prl. Azezañ en, war ur gador, ur gourvezvank. Azezañ en tu dehou, kleiz, tost, pell d'ub., d'udb. Azezañ e-kichen, e-tal ub., udb. Reiñ d'ub. ur skabell da azezañ. Azezit amañ. N'eus lec'h ebet da azezañ. Lakaat ub. da azezañ war ur gador, un azezenn. Azezañ ouzh taol, ouzh ur burev. & Trl. skeud. Bezañ azezet war e spered : na vezañ o teuler evezh.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

azezañ da zibriñ

1499
Référence : LVBCA p30, 48, 51 (soir pour mangier)

torchenn ar vugale da azezañ

1499
Référence : LVBCA p21, 30, 49, 195 (vne torche pour seoir les petis enfans)

azezañ

1499
Référence : LVBCA p30 (soir)

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Référence : Do. p10-12

azezañ

1659
Référence : LDJM.1 pg asseoir, poser, seoir, asseza

azezañ

1732
Référence : GReg pg (s')asseoir (se placer)

azezet

1732
Référence : GReg pg (s')asseoir (se placer)

kador da azezañ

1732
Référence : GReg pg a

Ar gwragez a azez atav en amc'houloù.

1732
Référence : GReg pg contre (Les femmes se placent toujours à contre-jour.)

Ar gwragez a azez atav en disc'houloù.

1732
Référence : GReg pg contre (Les femmes se placent toujours à contre-jour.)

azeiñ

1732
Référence : GReg pg (s')asseoir (se placer)

azeet

1732
Référence : GReg pg (s')asseoir (se placer)

Ha Booz o kemerout dek den eus a henaoured kêr, a lavaras dezho : Azezit amañ.

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

azezañ

1850
Référence : GON.II pg azéza (S'asseoir. Se placer sur un siège), choukein.

Evel ar razhed-mañ, tud e-leizh zo er bed Brudet er c'huzulioù, evel ar re wellañ : Azezañ a garont er gador uhelañ ; Ha pa vez ret dezho kas ho erv da benn, E rikl ho lost a-dreñv er maez eus an dachenn.

1867
Référence : MGK p35

Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouc’h ar mogerioù kouezhet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouc’h ar sav-heol.

1877
Référence : EKG.I. p.56

Ne vezo kanet nemet kanaouennoù a vrezel, a lakay kalon an holl da dridal, ha, da ziwezhañ, ec’h azezimp holl ouc’h an daol evit dibriñ, evel breudeur, ur fest ha ne vanko ennañ na cher vat leizh-kof, na gwin kozh da evañ gant ar skudell.

1877
Référence : EKG.I. p.176

Anna a semplas, re a vec’h a yoa war he c’halon. Janed ar Go ha Manuel a grogas enni hag he lakeas da azezañ war ur skaoñ : teuler a raent dour dezhi ouc’h he fenn, mes kaer o doa ober, Anna ne deue ket enni he-unan.

1878
Référence : EKG.II p.76

Azezañ a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.

1923
Référence : SKET p.61

Azezit en ho koazez, setu ur skaon.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("Azeet en ho koaze" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Kerkent, avat, ha ma lugerne ur bann-heol er-maez, e lakae anezhañ war ur c’hroc’hen arzh e-keñver toull-dor an ti ; azezañ a rae en e gichen ha c’hoari gantañ.

1924
Référence : SKET.II p.13

azezañ

1927
Référence : Geri.Ern pg azez

azez

1927
Référence : Geri.Ern pg azez

Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azezañ, rak gwall zispourbellañ a reont o daoulagad.

1929
Référence : SVBV p8

azezañ

1931
Référence : VALL pg asseoir, (s')asseoir

azezit

1931
Référence : VALL pg asseoir

azezet

1931
Référence : VALL pg assis

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

1944
Référence : ATST p.13

– « Ma, deuit d'azezañ e korn an tan da dommañ »

1944
Référence : EURW.1 p38

Pa oan ur wech o klask kraoñ yell / 'Lec'h kraoñ 'kavis un durzhunell, / He stamm 'n he dorn 'oa aze'et / O vaesa ar saout hag an deñved.

1944
Référence : EURW.1 p45

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Référence : EURW.1 p67-68

Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.

1944
Référence : ATST p.38

« Azezit, marichal ! » a lavaras Job. « Petra ho tegas betek Karreg-al-Louarn ? »

1944
Référence : ATST p.121

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Référence : SIZH p.42

Azezañ a reas ar breur Arturo, da c'hortoz, war ar skabell voas.

1949
Référence : SIZH p.65

Azezañ a reas ar breur Arturo war un tog-kolonenn, debret e gizelladurioù gant an amzer.

1949
Référence : SIZH p.53

Ne c'hellan, hep mar, ' met ho tigareziñ / Ha bepred e pedin Doue d'ho kwareziñ. / Hogen, aotrouned, teurvezit azezañ. / War al lezenn nevez, hep mui gouzezañ, / Em eus bet kefridi d'ho kelenn ervat, / Evidoc'h, da c'houde, da zilenn d'ho krad.

1960
Référence : PETO p15

Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo aet da azezañ war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.

1960
Référence : PETO p42

N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.

1985
Référence : DGBD p10

Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.

2015
Référence : EHPEA p19

Goude-se e klasker bezañ azezet an tostañ posupl an eil ouzh egile : divgroazell ouzh divgroazell, an divhar o stardañ an den a zo dirazoc'h hag o klask lakaat anezhe da dremen dre zindan e zivhar dezhañ.

2015
Référence : DISENT p96

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux