I.
A. Pezh mañsonerezh zo dindan an douar hag a zoug ar peurrest eus ur savadur.
Evit sevel e di en deus toullet ha lakaet an diazez war ar roc'h. Ar youc'hadegoù a lakae an iliz-veur da grenañ betek diazez he mogerioù.
&
Maen diazez : a harper ur savadur warnañ.
&
Dre ast.
Penn traoñ.
Ken ledan eo diazez ar peulioù-se hag o lein.
B.
1. Lec'h m'en em stalier da vevañ pe da labourat.
Diazezoù nevez an urzhioù menec'h. Ober e ziazez : en em staliañ.
Er gêr-se em eus da ober ma diazez keit ha ma vin war al labour.
DHS. annez.
2. Servij pred, taoliad veuzioù.
Bez' e veze tri diazez bemdez. Etre an daou ziazez e veze dañs.
3. ROUEZ
Doare ma vez ingalet an tailhoù.
Ne vez ket reizh atav diazez an tailhoù.
II.
Difetis
Elfenn bennañ, pennaenn udb., tra a gemerer harp warnañ, a loc'her diwarnañ.
Al levr-se a dalvez c'hoazh da ziazez d'ar studioù keltiek. Ar garantez etre an dud eo diazez ar peoc'h. Reolenn diazez. Lezenn diazez.
Référence :
GReg
pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere à une Eglise.)
an diazez eus a un dra
an diasez vez a un dra
1732
Référence :
GReg
pg cardinal (ale)
ar penn diazez eus a un dra
ar peñ-diasez eveus a un dra
1732
Référence :
GReg
pg cardinal (ale)
maen-diazez
mean diasez
1732
Référence :
GReg
pg fondamental (Pierre fondamentale, ou angu'aire, la premiere assise du fond, & qui se met dans l'angle.)
maen-diazez
mæn diase
1732
Référence :
GReg
pg fondamental (Pierre fondamentale, ou angu'aire, la premiere assise du fond, & qui se met dans l'angle.)
un diazez kaer he deus ar gêr-hont
un diazez caër he deus ar guaer-hont
1732
Référence :
GReg
pg (cette ville a une) assiete (avantageuse)
diazezoù
diasezou
1732
Référence :
GReg
pg asssise (rang de pierres de taille dans un mur)
diazez
diasez
1732
Référence :
GReg
pg affaissement, assiete (situation où est bâtie une place), assise (rang de pierre de taille dans un mur), base (soutien & fondement de tout corps)
lekeet ar maen-diazez en un iliz
lecqeët ar mean diasez en un Ilis
1732
Référence :
GReg
pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere à une Eglise, pp.)
diazez
diazé
1850
Référence :
GON.II.HV
pg noblañs
diazezoù
diazézou
1850
Référence :
GON.II
pg azézou, pg diazez (Assise, rang de pierres de tailles posées horizontalement. Fondation, travaux qui se font en terre pour asseoir les fondements d'un édifice. Pl.)
diazez
1850
Référence :
GON.II
pg diazez (Assise, rang de pierres de tailles posées horizontalement. Fondation, travaux qui se font en terre pour asseoir les fondements d'un édifice).
diazezoù
diazezou
1850
Référence :
GON.II
pg diazez
diazez
diazézer
1850
Référence :
GON.II
pg diazézer
diazez
diazé
1850
Référence :
GON.II.HV
pg noblañs
Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennoù hag o skridoù, a lavar emañ an emanavezout diazez ar furnez evit an den.
Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennou hag o skridou, a lavar eman an emanavezout diazez ar furnez evid an den.
1924
Référence :
SKET.II
p.30
diazez brezel
diazez-brezel
1931
Référence :
VALL
pg base
diazez
1931
Référence :
VALL
pg assiette, base
Ar politikerezh a oa, evel-just, diazez ar c'haozioù.
Ar Politikerez a oa, evel just, diazez ar c'haoziou.
1944
Référence :
EURW.1
p83
Kêr-benn ar vro, Libreville, a zo er rann-se, hag er gêr-se eo em eus da ober va diazez e-keit ha ma vezin war al labour, rak re ziaes e oa kaout ac'hano darempredoù ingal gant Port-Gentil ha Nenge-Sika.