Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (db. ar bara) Diazez. Bara diazezet. 2. (db. an dud) Zo graet e annez gantañ. Ur familh diazezet war ribl ar stêr. & Zo en em staliet. Er gêr-se e oa diazezet ar braz eus marc'hadourien ar vro. 3. [1699, 1732] Lakaet, pozet. 4. Difetis BEZAÑ DIAZEZET WAR UDB. : bezañ heuliad d'an dra-se, bezañ an dra-se e abeg. Evit ar gristenien eo diazezet gouel Nedeleg war un darvoud a zegouezhas e gwirionez. 5. Adeilad. Savet. An dosenn lec'h ma oa diazezet ar c'hastell. II. (db. an dud) 1. Dizimez. Ar plac'h yaouank diazezet-se am eus anavezet mat. 2. Deuet en oad gour. E-sell e oa da gaout ur wreg a-barzh ma vefe re ziazezet-holl. HS. diazez.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

En ul lev gordenn ec'h eus ur chadenn a c'hwec'h-ugent troatad diazezet c'hwec'h-ugent gwech.

1699
Référence : Har. pg a, chadenn, c'hwec'h, diazezet, en, eus, ez, gwech, kordenn, lev, troatad, ugent (une lieüe contient une corde de six vingt piez assise par six vingt fois)

diazezet war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

diazezet ar fondamant

1732
Référence : GReg pg fondement (Mettre les fondemens, pp.)

diazezet mat

1732
Référence : GReg pg calme (tranquille)

An ti-hont a zo diazezet war bilochoù.

1732
Référence : GReg pg fonder (Cette maison est fondée sur pilotis.)

bezañ diazezet

1923
Référence : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Avoir pour base".

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavezh eus ar renadur anezhan, e kimiadis diouzh ar gêr diazezet-don, mogeriet-kreñv, a laka an dorioù anezhi, pa droont war o mudurunoù, ar vro da dregerniñ adalek Luta betek Barron hag adalek Kamaranda betek Medionemeton.

1923
Référence : SKET p.11

diazezetat

1931
Référence : VALL pg assis

Met kement-se a lavar ez eus diazezet eno kompagnunezhioù a bep bro, kalz Gresianed en o zouez, o vezañ ma ne vez ket goulennet eno telloù re uhel diganto ha ma c'hellont dre-se espern arc'hant bras.

1985
Référence : DGBD p21

Adarre ez eur lusket da soñjal e oa bet diazezet ar boaz-se gant chantele Sant-Kaourintin, ar skouer goshañ anezho.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Diazezet eo bet gant un amprest graet er bank ma oa sterner gwaz an itron Lazaridis. [...] Met n'eus arouestl ebet war ar mad diloc'h e Santorini.

2015
Référence : EHPEA p139

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux