Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. v.k.e. A. l. Sevel traoñ ur savadur en douar, pe war ur skor bnk. e doare ma vo divrall, stabil. An den diskiant-se en doa diazezet e di war an traezh. Diazezañ diazezoù ur puñs war ar strad. & Dre ast. Sevel. Diazezet o doa kalz a diez war un dachennig vihan. 2. Divizout sevel udb., ober ar pep retañ a-benn ma c'hallo udb. bezañ savet. En XIIvet kantved e voe diazezet kalz ilizoù nevez e kornôg Europa. & Dre ast. Diazezañ ur vro nevez : he c'hrouiñ. Diazezañ ur gêr : he c'hrouiñ. 3. Sevel udb. da badout. Diazezañ ul linenn hent-houarn. B. Dre ast. 1. (db. an traezoù) Lakaat udb. da vezañ stabil, da vont klenk en ul lec'h bnk. Ret eo diazezañ gwelloc'h al laouer-se. Diazezet fall eo bet ar bank-se ganit. & Dre skeud. Diazezañ ur soñj, ur mennozh e spered ub. : lakaat don ar soñj-se ennañ. 2. (db. an aozadurioù, an embregerezhioù, ar frammoù) Raktresañ staliañ udb. en ul lec'h bnk., ha degas an elfennoù retañ evit ma vo sevenet ar raktres-se. Diazezet o doa kompagnunezhioù e pep lec'h er vro. & Trl. Diazezañ un tiegezh : dimeziñ, kaout bugale. 3. Difetis Lakaat udb. da ren, d'ober berzh en un doare padus. Diazezañ ar yezh unvan. Diazezañ e vestroni. 4. DIAZEZAÑ UDB. WAR UDB. ALL : lakaat an dra-se da vezañ heuliad udb. all, pe kemer harp war an dra-mañ, loc'hañ diwar an dra-mañ evit ober udb. Diazezañ e amzer da zont war raktresoù arvarus. Diazezañ e zisplegadenn war arguzennoù poellek. C. 1. PEMDEZ (db. an dud, al loened ha plant zo) Treizhañ. Diazezañ e bred. HS. goiñ, koazhañ. 2. Dre ast. (db. an diedoù alkoolek) Gortoz ma tivezvor diwarnañ. Diazezañ e gorfad odivi. HS. uzañ. 3. Dre skeud. (db. ar santadoù) Habaskaat diwarnañ. Diazezañ e dorad kounnar, mezh. D. Rouez (db. an tailhoù) Dasparzhañ, ingalañ. An neb zo o tiazezañ an tailhoù na zle sellet nag ouzh kar nag ouzh enebour. II. v.g. A. 1. En em staliañ, ober e annez en un tu bnk. Ar Vikinged a ziazezas war an inizi. Ar bobl-se a ziazezas eno. & Dre ast. Chom ur pennad en un tu bnk. Dont a ra ar wenanenn da ziazezañ war ma dorn. 2. (db. an traezoù) Mont klenk en un tu bnk., klotañ. Kloz e tiazez ar golo war ar pod. 3. Dre ast. Klotañ, degouezhout mat. Muioc'h e tere lavaret "graet buanoc'h" eget "buanoc'h graet", gwelloc'h e tiazez. An dra-se a ziazez brav. B. 1. Dont da vezañ fetisoc'h, kaletoc'h, en em zastum. Gwall vuan e tiazez ar bern kolo. An douar a zeuy da ziazezañ. & (db. ar bara) Disec'hañ ha kalediñ. 2. (db. ar sistr) Gouelezenniñ. Lezit ar sistr da ziazezañ. HS. dilaviñ. 3. Sec'hañ. Laka ar botoù da ziazezañ e tal an oaled. 4. Disac'hañ, kouezhañ. Gant an toulloù bras a chom dindanañ e c'hall an douar diazezañ en ur ob er kalz a zroug. III. v. em. EN EM ZIAZEZAÑ : en em staliañ, ober e annez. En em ziazezañ en ur vro.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

diazezañ

1659
Référence : LDJM.1 pg poser

en ul lev gordenn ec'h eus ur chadenn a c'hwec'h-ugent troatad diazezet c'hwec'h-ugent gwech

1699
Référence : Har. chadenn

diazezañ

1732
Référence : GReg pg s'affaisser, asseoir (poser), faux-filer, fonder (Fonder, établir, appuver.)

diazezañ al leuriad

1732
Référence : GReg pg aire

diazezet

1732
Référence : GReg pg s'affaisser, asseoir (poser), faux-filer, fonder (Fonder, établir, appuver, pp.)

diazezañ un tell

1732
Référence : GReg pg asseoir (une taxe)

Hon Salver eo, evel ma lavarec'h, ar maen kognek, pe war hini eo fontet ha diazezet an Iliz

1732
Référence : GReg pg angulaire

diazeet

1732
Référence : GReg pg s'affaisser

diazeiñ

1732
Référence : GReg pg s'affaisser, fonder (Fonder, établir, appuver, Van.)

diazezañ ar c'hamp

1732
Référence : GReg pg campa (parlant d'une armée)

diazezañ ur rent war

1732
Référence : GReg pg constituer (une rente)

diazeziñ

1732
Référence : GReg pg établir (poser, rendre une chose stable)

diazezañ ar fondamant

1732
Référence : GReg pg fondement (Mettre les fondemens.)

diazezet ar fondamant

1732
Référence : GReg pg fondement (Mettre les fondemens, pp.)

An ti-hont a zo diazezet war bilochoù.

1732
Référence : GReg pg fonder (Cette maison est fondée sur pilotis.)

Pe war dra ez diazezit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

diazezañ war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose)

diazezet war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

diazezañ

1850
Référence : GON.II pg diazéza

an ti-hont a zo diazezet war ar roc'h

1850
Référence : GON.II pg diazéza

n'eo ket diazezet-mat ar maen-se

1850
Référence : GON.II pg diazéza

diazezet

1850
Référence : GON.II pg diazéza

Ar Varzed a dle skoaziañ en Breizh, ha zoken er broioù all, ar c'hevredigezhioù diazezet war ur spered brezhonek.

1909
Référence : REZI p.19

Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.

1909
Référence : REZI p.18

Neuze ec’h aloubent dre nerzh, o tiazezañ o beli war ar broadoù-se.

1923
Référence : SKET p.88

diazezañ

1923
Référence : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Établir, fonder, instituer ; s’établir".

Da heul ar gwallgolloù-se dezho, un niver Skaled ha Sitoned ha sevel en o bagoù ha treuziñ ar mor da vont da ziazezañ o annez en enez Albio.

1923
Référence : SKET p.123

en em ziazezañ en

1923
Référence : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "S’établir dans, à".

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Référence : SKET p.101

[H]ervez danevelloù bloaziek Iwerzhon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzhon, hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h hepken e tigouezhas Predeniz (pe « Pikted »).

1923
Référence : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Diazezet he deus he zier war un dachennig ledan, ledanoc’h un tammig ha palv ho torn, nemet palv ho torn a vefe ken ledan ha tog an Teusk-noz a sponte ar gaezhed (1) war maezoù Boc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar gaezed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Hag, evit delc’her dindan eñvor laouenidigezh, joausted o anaoudegezh, o deus graet kompeziñ beg ar run-mañ, ha warni o deus diazezet ar chapel, chapel ar Jaou.

1925
Référence : BILZ2 p.117

Eñ eo an hini a ziazeas hon iliz kentañ, chapel e leandi.

1925
Référence : BILZ2 p.136

diazezañ

1931
Référence : VALL pg asseoir, baser

An torgennoù a gaver dirak ar c'haniennoù n'int na niverus a-walc'h na bras a-walc'h evit ma tiazezjed warno ur seurt diskleriadur.

1943
Référence : TNKN p72

Evit diazezañ ur « gorsedd », en em glevjomp da ‘n em ga[v]out a-gevret e Gwengamp, e-pad kendalc’h Kevredigezh Broadel Breiz, d’ar 1añ a Wengolo.

1944
Référence : EURW.1 p.155

Ne oa ket bet diazezet ur c'heñver-nerzh bras a-walc'h nag ur stourm padus evit lakaat ar galloud da blegañ.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.4

Er bloaz war-lerc'h e voe dilezet ar c'hreñv, hag e teuas ar mererezh d'en em ziazezañ e-kichen al lec'h ma oa bet savet keriadenn ar sklaved dieubet.

1985
Référence : DGBD p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux