Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Pezh mañsonerezh zo dindan an douar hag a zoug ar peurrest eus ur savadur. Evit sevel e di en deus toullet ha lakaet an diazez war ar roc'h. Ar youc'hadegoù a lakae an iliz-veur da grenañ betek diazez he mogerioù. & Maen diazez : a harper ur savadur warnañ. & Dre ast. Penn traoñ. Ken ledan eo diazez ar peulioù-se hag o lein. B. 1. Lec'h m'en em stalier da vevañ pe da labourat. Diazezoù nevez an urzhioù menec'h. Ober e ziazez : en em staliañ. Er gêr-se em eus da ober ma diazez keit ha ma vin war al labour. DHS. annez. 2. Servij pred, taoliad veuzioù. Bez' e veze tri diazez bemdez. Etre an daou ziazez e veze dañs. 3. ROUEZ Doare ma vez ingalet an tailhoù. Ne vez ket reizh atav diazez an tailhoù. II. Difetis Elfenn bennañ, pennaenn udb., tra a gemerer harp warnañ, a loc'her diwarnañ. Al levr-se a dalvez c'hoazh da ziazez d'ar studioù keltiek. Ar garantez etre an dud eo diazez ar peoc'h. Reolenn diazez. Lezenn diazez.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

diazez

1732
Daveenn : GReg pg affaissement

lakaat ar maen-diazez en un iliz

1732
Daveenn : GReg pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere 
à une Eglise.)

an diazez eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (ale)

ar penn diazez eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (ale)

maen-diazez

1732
Daveenn : GReg pg fondamental (Pierre fondamentale, ou angu'aire, la premiere assise du fond, & qui se met dans l'angle.)

maen-diazez

1732
Daveenn : GReg pg fondamental (Pierre fondamentale, ou angu'aire, la premiere assise du fond, & qui se met dans l'angle.)

un diazez kaer he deus ar gêr-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cette ville a une) assiete (avantageuse)

diazezoù

1732
Daveenn : GReg pg asssise (rang de pierres de taille dans un mur)

diazez

1732
Daveenn : GReg pg affaissement, assiete (situation où est bâtie une place), assise (rang de pierre de taille dans un mur), base (soutien & fondement de tout corps)

lekeet ar maen-diazez en un iliz

1732
Daveenn : GReg pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere 
à une Eglise, pp.)

diazez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg noblañs

diazezoù

1850
Daveenn : GON.II pg azézou

diazez

1850
Daveenn : GON.II pg diazez

diazezoù

1850
Daveenn : GON.II pg diazez

diazez

1850
Daveenn : GON.II pg diazézer

diazez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg noblañs

Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennoù hag o skridoù, a lavar emañ an emanavezout diazez ar furnez evit an den.

1924
Daveenn : SKET.II p.30

diazez brezel

1931
Daveenn : VALL pg base

diazez

1931
Daveenn : VALL pg assiette, base

Ar politikerezh a oa, evel-just, diazez ar c'haozioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Kêr-benn ar vro, Libreville, a zo er rann-se, hag er gêr-se eo em eus da ober va diazez e-keit ha ma vezin war al labour, rak re ziaes e oa kaout ac'hano darempredoù ingal gant Port-Gentil ha Nenge-Sika.

1985
Daveenn : DGBD p42

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial