Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) Deuet skiant-vat, poell dezhañ, gant an oad dh. & Den diazez : den deuet. En amzer m'edo c'hoazh krouadur e rae pep tra evel pa vije bet un den diazez. II. 1. (db. ar bara) Aet kalet, disec'het. Bara diazez. 2. (db. ar c'hoad) Sec'h. Berniet e vo ar c'heuneud pa vint diazez. 3. (db. ar soubenn) Aet yen, aezhennet an dour anezhi. A-benn ma teui d'ar gêr e vo diazez da soubenn.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Un den war un oad diazez / O welet e vlev deut glaswenn, / A ya ur sorc'henn en e benn / Da vont e bag 'r briedelezh.

1867
Daveenn : MGK p62-63

Un emzalc'h diazez eo evidon ha va fersonelezh a-bezh a zo gouestlet da gement-se.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Dre o niver hag o galloud e c'hellfe ar Bahouined dont da vezañ pobl diazez ar vro ; ret e vo avat kemer preder da zeskiñ dezho labourat ha tennañ o mad diouzh an douar.

1985
Daveenn : DGBD p73

Ar briedelezh a oa un ensavadur diazez, sichenn pep tra, munutañ kellig ar gevredigezh.

2023
Daveenn : DREAM p. 147

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial