Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k. 1. Sellet pizh ouzh ub., udb., evit gwelet ha graet e vez diouzh al lezennoù ha diouzh ar reolennoù a dalvez evit prizañ efedusted an implijidi, h.a. 2. Sellet pizh ouzh udb., ub. Ensellet korf an dud a ra ar vezeien.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklerias [tisklêrias] e oan dellezek da vezañ martolod.

1954
Référence : VAZA p.81

An tourioù a voe ensellet pizh gantañ ha kreñvaet diouzh ret.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

40 stourmer deus Europa a-bezh, peoc'hgarourien anezhe, o doa asantet talañ ouzh ar boliserien evit ensellañ bon an arme ha klask sachañ evezh ar brasañ niver war ur politikerezh a veze koachet oute.

2015
Référence : DISENT p16

Unan eus he c'henseurted a guitaas ar burev evit mont da ensellet ur vag hag a oa o paouez kaeañ.

2023
Référence : DREAM p.24

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux