I.
Adv.
1. (en egor)
[1659, 1732, 1923, 1927] Eus pell.
[1732] Santout a-ziabell. E c'halvet am eus a-ziabell. A-ziabell e tiskouez kribenn ar menez bezañ gwall lemm. Meur a hini anezho zo deuet a-ziabell.
[1923] O gwelout a rejont a-ziabell o touarañ el lec’h gwenvidik ha, war lez ar mor, o tont e tud.
HS. a-bell.
ES. a-dost, a-ziadost
&
Trl. A-ziabell gwelet : er-maez hed-gwel.
2. (en amzer)
Pell a-raok.
Se en doa graet diwar skañv, hep en em brientiñ a-ziabell. Kemennet e oa bet an darvoud-se a-ziabell.
II.
Stn.
[1927] Zo er pellder.
An hent a-ziabell zo poultrenn warnañ.
HS. a-bell.