An hini gentañ, da lavarout an hini a-ziavaez, e veze graet diouti kêr an Dartared ; an eil, moarvat dre ma veze cheket ar vein anezhi gant raz, a voe hanvet ar Gêr Wenn, hag an deirvet, an hini a-ziabarzh, kalon ha kreiz kêr, ar voger anezhi o brikennoù a-liv gant ar gwad, a oa ar C’hremlin ma weled ennañ palez ar Tsared ha stok-ha-stok outañ an « Terem » (1), ar pennilizoù kaerañ hag ivez ur pezh pikol kloc’hdi, Ivan Veliki (Yann Vras) gant e gloc’h-boud arc’hant, ken anavezet dre ar vro a-bezh ha ma ’z eo Big Ben e Londrez.
Ha gwir eo ne weler ket paot a ilizoù evelti, peurechuet en un doare unvan a-walc'h, adkavet ganto o livioù flamm ha laouen a-ziabarzh, hag o sevel dreist ar c'harter ha n'eo ket peurziverket diwarnañ tres hag ardamez an amzer gozh.
Mots précédents
Mots suivants
a-ziabell