Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Doar. 1. (en egor, en amzer) Degouezhet. Erru eo ar skolidi er porzh. Erru eo ar goañv. Erru eo an eur. & Erru out, erru oc'h ? : emaout, emaoc'h o tont ? & PEMDEZ Erru e oas, erru e oac'h ? : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit reiñ da c'houzout d'un den, da veur a hini, emañ o paouez merzout en em gav an den-se, an dud-se en hevelep lec'h hag eñ. & (gant ar furm verb ez eus) Erru ez eus tud : degouezhet ez eus tud. 2. (db. an darvoudoù) C'hoarvezet. Petra zo erru ? Petra zo erru gantañ ? II. (gant un ag., un ak.) 1. Doar. Krog da vezañ. Erru eo sklaer an deiz. Erru eo pare ar gouloù er gleuzeur. Erru eo deiz, noz : krog eo an deiz, an noz da zont. 2. Doar./Stn. Deuet da vezañ. Bezañ erru bras, kozh. Erru eo skañv e yalc'h. Un den erru oadet. Ni zo erru daou zen oadet. Bezañ erru ur pezh den. & Bezañ erru war an oad : bezañ deuet war an oad. 3. Deuet. Erru ez eus c'hwezh fall gant al liñselioù. Erru ez eus un tamm oad dezhañ. III. (db. stad an dud, an traoù) 1. Un den erru : un den deuet da vezañ pinvidik. 2. (db. ar frouezh) Darev. Erru eo ar per ? HS. azv, meür. IV. Bezañ erru-mat, erru-fall gant ub. : bezañ gwelet mat, fall gantañ. N'on ket erru-fall gant an dud amañ. HS. deuet.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

reuz bras a zo arru gantañ

1732
Référence : GReg pg (il a eu un vilain) échec

erru

1732
Référence : GReg pg échu (uë, arrivé, venu, tombé, ée)

erru

1732
Référence : GReg pg échu (uë, arrivé, venu, tombé, ée)

ar pezh a erru

1732
Référence : GReg pg événement (ce qui avient)

plac'h a zo erru gwall ganti

1732
Référence : GReg pg fille (Fille deshonnorée.)

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Référence : GReg pg abyme

erru

1850
Référence : GON.II pg arru, erru

erru

1850
Référence : GON.II pg arru, erru

Em[eu]r erru warnon, eme Loull ar Bouc’h, en dro-mañ eo graet ganen !....

1877
Référence : EKG.I. p.126

Erru an abardaez warnomp, eme Roparzh Mengi ; ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digalon-sont da vont en o hent.

1877
Référence : EKG.I. p.196-197

Bet e oa e bourk Lokrist o klask ur banne laezh da soubañ he merenn, hag edo erru d’ar gêr.

1877
Référence : EKG.I. p.193

Peoc’h, eme ar c’habiten, emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kanañ d’o Doue kozh meuleudioù diskiant ha ne gomprenont ket o-unan ?

1877
Référence : EKG.I. p.164

P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er-maez eus an ti gant ur bailhad gwelien tomm d’e gezeg.

1877
Référence : EKG.I. p.135-136

Edon erru er-maez pa glevis tud o tont, en ur gaozeal, war an hent-bras, a-hed bali maner Keraouell.

1878
Référence : EKG.II p.24

Erru e oa an abardaevezh ha mall a oa deomp klask hol lojeiz en tu pe du.

1878
Référence : EKG.II p.5

Mall eo gantañ, moarvat, mont en e hent, n’eo ket erru c’hoazh en Koat-an-Noz, du-se pell, en tu all d’ar menezioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Erru ar mor ! erru ar mor !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

— Goût a ouzout lenn ? — Ya. Met skrivañ a zo diaesoc’h : erru on evelkent da skrivañ mat.

1925
Référence : BILZ2 p.167

Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Erru eo poent deomp, bugale, diskenn da Doull-ar-C’hirri, ma fell deomp tremen an Treizh hag erruout er gêr, a-raok ma vo noz teñval…

1925
Référence : BILZ2 p.128

Erru an abardaez. Izabel er gêr inouet he-unan a chale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarvezet gante ?

1925
Référence : BILZ2 p.120

— Pa vi erru, eme Saig, da ziskregiñ ar garreg a ra Beg-ar-Fri eus ar steredenn a welez aze en e noroa, e tihuni ac’hanon ; ivez ma c’hoarvez un dra bennak all.

1925
Référence : BILZ2 p.109

Erru an ampoent d’en em bourveziñ a wial, a veüt : paneroù, boutegoù, manikinoù, kevell, paotr, a rankfomp ober e-pad ar goañv…

1925
Référence : BILZ2 p.106

— Roit din evelkent ur gwennegig bennak, aotrou person, evit mont e beaj, evit prenañ ivez un draig bennak da'm mamm Izabel, da'm breur ha da'm c’hoarezed : setu erru an deiz kentañ ar bloaz.

1925
Référence : BILZ2 p.175

erru

1927
Référence : Geri.Ern pg arru

erru

1927
Référence : Geri.Ern pg arru

erru

1927
Référence : Geri.Ern pg arru

Setu me erru war ma fevar bloaz warn-ugent, ha lakaet ganin em fenn skrivañ ma eñvorennoù.

1944
Référence : EURW.1 p5

— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »

1944
Référence : ATST p.34

Kement-se a zo aesoc'h da yaouankizoù eget da dud erru war an oad ha graet o zoull ganto e tu pe du.

1944
Référence : EURW.1 p.144

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Référence : EURW.1 p28

Nag a bet gwerz entanet am eus meizet ha skrivet eno, pa oan erru d'an oad a baotr yaouank...

1944
Référence : EURW.1 p16

Ha kousket eo en-dro ? Pe en anhun, ha sorc'hennet ?... Emañ erru adarre, avat, ar wregig he digroazell hebleg ha kigek.

1949
Référence : SIZH p.51-52

- Erru poent serriñ dor an iliz ! eme egile.

1949
Référence : SIZH p.37

Hep gouzout dezhañ, e oa erru ar breur Arturo, echu gantañ e labour, e-tal chapelig Itron Varia ar Rozera, ma veze daoulinet Palmira, en deizioù diagent.

1949
Référence : SIZH p.65

- Amen ! a respontas ar vaouez, evel en derc'hent. Ha mousc'hoarzhin a reas adarre, evel en derc'hent. - Erru an eur ! eme al lean yaouank, - Poent eo mont !... Hag eñ, ha mousc'hoarzhin ivez, lentik ha mezhus...

1949
Référence : SIZH p.42

Erru out-te, touer daonet, / Par da Garrier, bleiz an Naoned !

1960
Référence : PETO p72

Bennozh Doue deoc'h ha demat ! Hon digarezit pa n'omp ket Erru d'an eur 'oa kemennet War al lizher hon eus lennet.

1960
Référence : PETO p14

Setu me eta erru e penn va beaj goude seitek devezhiad treizh.

1985
Référence : DGBD p25

Dont a ra Stavrópoulos e-maez ar gambr-wele en ampoent ma erru ar gravazhataerion evit sammañ ar c'horfoù-marv.

2015
Référence : EHPEA p12

Dav dezhañ sevel un tamm diverradenn deus ar pezh a vez bet choazet pa vez arru an termen: e-mod-se e c'haller mont war-raok kuit na badfe re bell an traoù.

2015
Référence : DISENT p24

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux