1. Tiriad dindan aotrouniezh un eskob.
Nav eskopti kozh Breizh : Naoned, Roazhon, Dol, Sant-Maloù, Sant-Brieg, Gwened, Kernev, Leon ha Treger. Beleien an eskopti.
2. Ent strizh
Lec'h annez an eskob.
Mont d'an eskopti.
HS. palez.
Nav eskopti ha kant a zo e Frañs, pe eus a re ez eus nav e Breizh
Nao escopty a cant a so ê Françz, pe eus a re ez eus nao eñ Breyz
1732
Référence :
GReg
pg (il y a 100) evéchez (en France, dont neuf sont en Bretagne)
eskopti,eskoptiez
escopty, escoptyez
1732
Référence :
GReg
pg éveché (palais episcopal)
eskopti
1850
Référence :
GON.II
pg arc'heskopti, eskopti
eskoptioù
eskoptiou
1850
Référence :
GON.II
pg eskopti
En eskopti e chom niz an eskob.
Enn eskopti é choum nîz ann eskop.
1850
Référence :
GON.II
pg eskopti (Le neveu de l'évêque demeure à l'évêché).
nav eskopti a oa kent e Breizh
naô eskopti a ioa keñt é Breiz
1850
Référence :
GON.II
pg eskopti
Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.
Gourc’hemennet oa d’ezho toui senti ouc’h al lezennou-ze, rak, hiviziken, ar c’houarnamant epken eo a dlie henvel, e Franz, an eskibien enn eskoptiou kerkouls hag ar bersouned er parreziou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.7-8
Ton ar son eo ton gwerz Lokrist an Izelved, chapel eus a barrez Gwinevez-Lokrist, en eskopti Leon.
Ton ar zoun eo ton guerz Lochrist-an-Izelvet, chapel euz a barrez Guinevez-Lochrist, enn eskopti Leon.
1877
Référence :
EKG.I.
p.102-103
Bilzig a oa ginidik a Lokireg, ur barroz vihan a eskopti Treger.
Bilzig a oa ginidik a Lokirek, eur barroz vihan a eskopti Treger.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
Mougañ anezhi [ar yezh vrezhonek] kentoc'h e oad neuze oc'h esaeañ ober e holl skolioù kristen eskopti Sant-Brieg.
Mouga anezi [ar yez vrezonek] kentoc'h e oad neuze oc'h esa ober e holl Skoliou Kristen Eskopti Sant-Brieg.
1944
Référence :
EURW.1
p53
Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.
Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atao war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon daou da drugarekaat Itron Varia Lourd asamblez gant pirc'hirinadeg Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.
1944
Référence :
EURW.1
p64-65
Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.
Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an Eskopti, a oa bet fiziet war dro 1880 en Urz Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Fransizien.
1944
Référence :
EURW.1
p48-49
Da gentañ, etre meur a zepartamant ' Vo rannet rouantelezh Frañs, hep damant D'an eskoptioù kozh bet savet pell ' zo ' Vit m'o devo holl ment hevelep er vro.
Da genta, etre meur a zepartamant ' Vo rannet rouantelez Frañs, hep damant D'an eskoptiou koz bet savet pell ' zo ' Vit m'o devo holl ment hevelep er vro.
1960
Référence :
PETO
p16
Ganet e voe Per Vari ar Berr en eskopti Gwened d'an deiz kentañ a viz eost 1819, beleget d'an 21 a viz gwengolo 1844, ha degemeret en Urzh ar Spered Glan e 1845.