1. H.g.
Strafuilh a zeu diwar ar from, an anken pe ar blijadur.
E zaoulagad a luc'he gant esmae ur bugel o selaou ur gontadenn. Bras e voe ma esmae pa voe kemennet e varv din.
2. G. Trl.
N'ober esmae ebet : chom hep fiñval, hep kaout tamm santadur ebet ken.
Ne fiñv ket al loen paour, ne ra esmae ebet evel pa vefe aet lod ag e vuhez er-maez anezhañ.
"esmae" g [...] ; ivez "from", "fromad", "fromadenn".
1923
Référence :
SKET
p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Émoi, émotion".
Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.
Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gand ar c’homzou anezi.
1923
Référence :
SKET
p.105
esmae
-esmae
1931
Référence :
VALL
pg admiratif
esmae
1931
Référence :
VALL
pg admiration
- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.