Evit un dakenn hini beuz roet en divije deoc’h a[-]c’hrad-vat e lod eürusted er baradoz.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
Evel-just, ne oa ket Soaz Sapeur evit kas he filhor da stoupa pa c’houlenne diganti tra pe dra, ha gant ma ouien ober cher dezhi, prenañ a rae a-c’hrad-vat c’hoarielloù a gouste e tu-hont d’ur real ‘met pevar gwenneg, da skouer ur wareg gant ur c’hlaouier-biroù da vont e giz ar Voc’hikaned all da ziboufañ kizhier-lins, moc’h-gouez Amerika pe girvi-meur el lanneier war-dro Krec’h Eliez.
Mots précédents
Mots suivants
a-c'hruzuilh