I.
Asant roet d'ur c'hinnig, d'un ober, d'ur raktres, h.a.
Ober udb. gant grad, grad vat ub. Gant ho krad vat, gant grad vat an holl.
HS. aotre.
II.
Trl.
1. Ober grad ub. : ober hervez e youl.
Hennezh, kaer zo ober, morse ne reer e c'hrad.
&
Ober udb. a-enep grad ub. : e ober a-enep e youl.
A-enep e c'hrad on deuet amañ. En em gannet on a-enep ma grad.
&
Reiñ e c'hrad, e c'hrad vat da ub. : reiñ e asant dezhañ.
N'int ket evit ma lakaat da reiñ ma grad dezho.
2. Bezañ da c'hrad ub., bezañ diouzh grad ub. : bezañ diouzh e zoare.
Ar plac'h-se zo da'm grad. Grad eo din an arvest-se.
3. Dre c'hrad ub. : a-drugarez dezhañ.
4. Dougen, gouzout grad (vat) da ub. : bezañ anaoudek en e geñver.
Eñ a oar grad vat d'ar re a ra vad dezhañ. N'en defe ket douget grad dezhañ ag e zouster.
5. Kemer e grad : degemer a youl vat.
Me a gemero e grad an dispriz a c'hall dont din abalamour da'm oberoù.
III.
GWIR (db. ar c'hevratoù)
Divizoù o deus an div gostezenn grataet degemer.
E studi an noter e veze kemeret ar c'hrad gant ar c'hloareg.
Référence :
GReg
pg bienveillance (affection, inclination), bonté (pente à faire du bien), congé (licence, permission)
a-enep d'am grad
a énep d'am grâd
1850
Référence :
GON.II
pg grâd, grât
grad
grât
1850
Référence :
GON.II
pg grât
gant ho krad-vat
gañd hô krâd-vâd
1850
Référence :
GON.II.HV
pg grâd-vâd
grad vat
grâd-vâd
1850
Référence :
GON.II.HV
pg grâd-vâd
gant ho krad her grin
gañd hô krâd her grinn
1850
Référence :
GON.II
pg grâd, grât
a c'hrad e grad
a c'hrâd é grâd
1850
Référence :
GON.II
pg grâd, grât
grad
grâd
1850
Référence :
GON.II
pg grâd, grât
Fellout a ra deomp aozañ dihun hon Bro-Vreizh dre grouiñ ur froud vras a eneberezh hag a zroukrañs ouzh ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp enep d'hon grad vat hag a lem diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.
Fellout a ra d'eomp aoza dihun hon Bro-Vreiz dre groui eur froud vras a eneberez hag a zroukranz ouz ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp eneb d'hon grad vad hag a lemm diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.
1911
Référence :
PSEP
p I
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenou ha skrivet an danevellou warno, er seizvet bloavez eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
‘Us d’an nor-dal e tu an aber eo merket ar frazenn-mañ e kembraeg : - « Mard out mignon, deus da ziskuizhañ er c’hastell, ha kae kuit gant grad vat. Mard out enebour, deus memes tra, ha pa ‘z i kuit, stlap da zrougiezh ».
‘Us d’an nordal e tu an Aber eo merket ar frazenn-mañ e kembraeg : - « Mar dout [sic] mignon, deus da ziskuiza er c’hastell, ha kae kuit gant grad vat. Mar dout [sic] enebour, deus memes tra, ha pa ‘z i kuit, stlap da zrougiez ».
1944
Référence :
EURW.1
p.118
Kement ha laou e penn un dall, Kemennoù mat, reolioù fall. Hag eus ar re-mañ muioc'h 'vat, Ya ! muioc'h kalz eget d'hor grad.
Kement ha laou e penn eun dall, Kemennou mat, reoliou fall. Hag eus ar re-mañ muioc'h 'vat, Ya ! muioc'h kalz eget d'hor grad.
1960
Référence :
PETO
p12
Deoc'h-c'hwi da zibab diouzh ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / Zo deut gant c'hoant d'ho saveteiñ, / Ra deurvezoc'h ur respont reiñ.
Deoc'h-c'houi da zibab diouz ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / ' Zo deut gant c'hoant d'ho savetei, / Ra deurvezoc'h eur respont rei.
1960
Référence :
PETO
p57
O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.
O toui 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg-all n’em boa d'am grad.
1960
Référence :
PETO
p28
Ar c'haporal-chef a oa unan eus ar "c'holonialed"-se evel ma vez en arme, poazh gant ar boeson, penn fall, ha bet torret meur a wech eus e c'hrad, moarvat.
1985
Référence :
DGBD
p163
P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet.
2012
Référence :
DJHMH
p9
Ma fell dit dougen grad-vat din, gra ar pezh a lavaran dit.