Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. 1. (dirak un ak., ur rag. pe un adv.) En tu all da. Madoù all zo estreget an arc'hant. Estreget hennezh zo pinvidik. Estreget amañ e ranker labourat. 2. (dirak ur ger a denn d'un niver pe d'ur c'hementad) Muioc'h eget. Estreget ur wech ar bloaz e teuan amañ. HS. muiget, ouzhpenn. II. Rag. am. (en e furmoù displeget) 1. Ger a dalvez d'ober anv eus ub. pe udb. all. Estregedout a garan : un den all a garan. 2. Ger a dalvez d'ober anv eus ar peurrest eus ur stroll bnk. Estregetañ a soñj an dra-se : tud all a soñj an dra-se ivez.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

etregedo

1732
Référence : GReg pg autre (autres qu'eux)

estregedoc'h

1732
Référence : GReg pg autre (autres que vous, outre vous)

estregetañ

1732
Référence : GReg autre (autres que lui, outre lui)

estregedomp

1732
Référence : GReg pg autre (que nous)

ouc'hpenn, ouzhpenn, mui a zo, estrevit kement-se, estreget kement-se, mar fellomp ervat &c.

1732
Référence : GReg pg (davantage, si nous considérons bien &c)

estregedon

1732
Référence : GReg pg autre (autres que moi)

estregedoun a lavar kement-se

1850
Référence : GON.II pg estr, estré

daou a oa estregetañ

1850
Référence : GON.II pg estr, estré

Ar mammoù-se, stankoc'h-stankañ, / Vez lavaret ne 'c'h ouzont ket / Estreget genel a zo ret, / Pa sav diwar-dro o c'halon / Laezh ar garantez d'ho divronn.

1867
Référence : MGK p137

A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.

1923
Référence : SKET p.125

Meurbet sakr e tremener an holl benn-tir a zibenn an enezenn er c’huzh-heol rak, estreget bez Nemetos, e kaver warnañ bezioù stank m’emañ er goudor enno relegoù mibien ha gourvibien an den-meur.

1923
Référence : SKET p.130

Ar re-se eo ar madelezhioù a vez digaset d’he heul gant ur vuhez hervez ar Reizh roet gant an doueed. Estregeto a zo avat !

1923
Référence : SKET p.75

Emañ buanegezh an doueed war dont. Estregedomp-ni ne [z]le-hi tizhout na diraez ar re a zo dinamm, ar bagad-tud hon eus bleniet da zont amañ hag o deus en em fiziet ennomp.

1923
Référence : SKET p.108

Ijinerezh ebet ganto estreget ar gwiañ rouedoù.

1924
Référence : SKET.II p.63

Labour a oa da Vindosêtlos estreget ober war-dro an ebeul.

1924
Référence : SKET.II p.23

estr eget

1931
Référence : VALL autre

etreget eno ez eus arc'hant

1931
Référence : VALL pg (il y a de l'argent) ailleurs (que là)

Setu ar pezh a c'heller respont ivez da bPerpillou hag a lavar, goude bezañ sellet ouzh ar gartenn embannet gant Le Danois "ez eo diaes soñjal ez eo foz Kapbreton estreget ur frailhenn nevez".

1943
Référence : TNKN p65

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Référence : EURW.1 p34

- « Laouen bras on », emezañ, « oc’h ober anaoudegezh ganeoc’h estreget dre lenn ho pennadoù.

1944
Référence : EURW.1 p.92

E fazi estreget unan / A zo kouezhet ha ma-unan / Ma 'z on, siwazh, bet touellet, / N'oan mennet da noazout ouzh den, / Rak ur seurt tra ' vezen war gren.

1960
Référence : PETO p74-75

Re bell emaomp avat, ha re izel ar vro evit ma vije tu da welout estreget ur riblennad traezh gwenn.

1985
Référence : DGBD p15

Edon o tistreiñ d'ar gêr, o tont eus Kankari-noz ; war-dro teir beure e oa, er goañv, teñval an noz ; ha rankout a raen treuziñ ur rann eus kêr ma ne oa netra da welout estreget kleuzeureier.

2012
Référence : DJHMH p12

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Piv a zo o labourat amañ estregedout?

2015
Référence : EHPEA p47

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux