eta
C'hoari eta !
pe fell din-me 'ta da lavaret ?
eta
it 'ta buanoc'h
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Digor ar gleud ha da zaoulagad... Na petra 'ta ! Na rannez gir ?
tavit 'ta !
Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.
— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.
— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin ne [sic, "na"] kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »
— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »
Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti.
— « Ha ! ha ! ha !… » — « Peoc’h ’ta, Lom ! »
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
« Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.
- Evelato ! Sell 'ta Mari plac'h farv [sic « faro »] ! eme, a-greiz-holl, ur vouezh skiltr a-dreñv e gein. Ar breur Celestino an hini oa, ur c'hwitouz anezhañ, rubenn ha dialanet gant e redadenn.
- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…
Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.
"Tabutet o deus hepken war ur c'hraf a ouezoniezh", a soñjas ; hag o vezañ ma ne oa ket den da vagañ angerzh ouzh ar ouezoniezh - estreget evit ar pezh a selle ouzh ar c'hevratoù -, ez ouzhpennas zoken : "n'eo ket grevusoc'h eget se enta !"
an arz gotek klasel enta, e berr gomzoù hini Chartres, Reims, Amiens
Pa vez dibabet an traoù a-unvouezh e vez kiriek tout an dud... nebeutoc'h a chañs a zo da welet lod o vont kuit eta.
Pouezus-bras eo o surentez, o aezamant hag ar skeudenn roet dioute o-unan eta.