Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. E-TAL [DA]. 1. Tost (d'ub., d'udb.). Emañ ti ar c'higer e-tal an ti-post. Delc'her a rae e gi e-tal dezhañ pa gleve unan bennak o tostaat. DHS. nepell (diouzh). HS. e-keñver, e-kichen, nes (da). ES. pell (diouzh). 2. (evit geriañ ur geñveriadenn) E-keñver. N'eo netra e-tal e vreur. Pinvidik oc'h c'hoazh e-tal dezho. HS. e-keñver, e-kichen, e-skoaz. II. Bezañ e-tal da goll e vuhez : war var da goll e vuhez. DHS. e-tailh (da).

Exemples historiques : 
44
Masquer la liste des exemples

5. Ha neuze ez tisputas [Katell] dre galz a divers konkluzionoù ha silojismoù ouzh an impalaer, e-tal porzh an templ

1576
Référence : Cath p6

e-tal an nor

1659
Référence : LDJM.1 pg (e) tall (an or)

c'hwinoennoù e-tal al lagad

1732
Référence : GReg pg fistule (fistule lacrimale, Van, p.)

e-tal

1732
Référence : GReg pg aupres (préposition)

e-tal

1732
Référence : GReg pg aupres

e-tal an tan

1732
Référence : GReg pg aupres (auprès du feu)

e-tal Kemper

1732
Référence : GReg pg aupres (auprès de Quimper)

ur c'hwinoenn e-tal al lagad

1732
Référence : GReg pg fistule (fistule lacrimale, Van.)

e-tal

1850
Référence : GON.II pg étal

e-tal

1850
Référence : GON.II pg étal

e-tal

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "auprès de".

e-tal

1850
Référence : GON.II pg é-tâl, étâl

e-tal

1850
Référence : GON.II pg é-tâl, étâl

kalz a dud a oa e-tal an iliz

1850
Référence : GON.II pg é-tâl, étâl

Mezh dezhañ pa wele / Un den kaezh reuzeudik o c'houlenn peadra / Da c'holeiñ e groc'hen, da gaout un tamm bara / Ha lavaret a rae dezhañ e toull e zor : / — « Deut, mignon, 'tal an tan, deut a-fo er goudor !

1867
Référence : MGK p118

Ur wech aet er porzh ec’h ejont war-eeun war-zu ar gouent : gouloù a voe alumet ; edont e-tal dor al lec’h m’edo kousket ar venec’h, dinec’h evel kristenien ha n’o doa aon da gaout na rak an dud na rak Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.39

En em gavet e-tal an nor, ar sakrist a skoas warni tri daol sec’h gant kil e zorn ; ar chouanted a chome hep tennañ o alan da selaou ; netra ne fiñve en ti.

1877
Référence : EKG.I. p.117

Tost da hanternoz [e] oa pa zigouezhjont e-tal dor-borzh al leandi : teñval [e] oa an noz ; un tamm aon a grogas er soudarded ; edont e kreiz ur c’hoad bras, pell diouc’h an dud....

1877
Référence : EKG.I. p.37

Klevet a reas trouz e-tal dor he zi ; gervel a reas he mab Erwanig a oa o c’hoari, gant e gi bihan, e starn an daol.

1877
Référence : EKG.I. p.147

Me 'gred e rankent bezañ bet oc’h ober o zro war-zu Plougonvelen ha Plouzane, rak war-dro eizh eur diouc’h ar mintin, goude bezañ karget mat o c’hof ha lipet meur a vanne, ec’h en em gavjont e-tal kouent Sant Vazhe, war riblenn ar mor, e-keñver kêrig vihan Konk-Leon.

1877
Référence : EKG.I. p.191

Ha neuze, ma ne vijec’h ket bet mignoned, ha mignoned vras zoken, daoust ha c’hwi a vije bet diskiant a-walc’h evit en em lakaat e-tal da goll hoc’h arc’hant hag hoc’h holl danvez evit an aotrou-se ?

1878
Référence : EKG.II p.67

Kaer en neus chom e-tal an nor / Gant e zivskouarnigo[ù] digor, / An nor zo kloz ; d’ar bugelig / Jezuz, siwazh ! ne lavar grik.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Référence : MBJJ p25

Kerzhout a rae e-tal e loened hep sellout en a-dreñv.

1924
Référence : SKET.II p.39

— Ar garabasenn, eme unan all, a zo o kannañ, e-tal lenn-C’hireg, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar paotr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Diankañ a reas un nozvezh diouzh ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennañ e-tal skoaz ha dremm e vamm.

1924
Référence : SKET.II p.7

Ar gedour, ur pikol soudard du-pod, askornek, dremmchalek, ha peuzigened, heugus ar gwel anezhañ, doñjerus ar c'hwezh outañ, a oa e-tal an nor.

1929
Référence : SVBV p12

e-tal

1931
Référence : VALL pg auprès

e-tal din

1931
Référence : VALL pg auprès

e-tal dit

1931
Référence : VALL pg auprès

Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.

1943
Référence : TNKN p11

E-barzh ar prosisionoù e vezen 'tal o c'hichen, e-kreiz div regennad a birc'hirined, ur pezh levr em dorn, ha me o reiñ an ton da ganañ kantikoù brezhonek.

1944
Référence : EURW.1 p76-77

— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.

1944
Référence : ATST p.13-14

Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.

1944
Référence : ATST p.29

- Gwechall, em yaouankiz munudik, on bet o skrapañ per... hag avaloù... ha kastrilhez... ha... e jardin un amezegez kozh, e-tal ti va c'herent.

1949
Référence : SIZH p.60

Hep gouzout dezhañ, e oa erru ar breur Arturo, echu gantañ e labour, e-tal chapelig Itron Varia ar Rozera, ma veze daoulinet Palmira, en deizioù diagent.

1949
Référence : SIZH p.65

Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?

1949
Référence : SIZH p.44

AR PERSON (chomet da bediñ e-tal ar c'horf marv)

1960
Référence : PETO p53

Me ' oar mat pelec'h eo kuzhet ; / Er c'hoad derv [eo] en em ruzet, / E kav lojeiz e-tal ar stêr.

1960
Référence : PETO p85

Ar strolladoù bodet e-barzh ar "c'holektif enep ar greizenn nukleel" [...] o doa galvet an dud d'en em gavout da 5 eur d'abardaez en tu all eus an Oded, tal al lezvarn, evit chom hep reiñ un digarez da baotred an arme pe ar C.R.S.ed da c'hoari gant o fennoù-bazh, o fuzuilhoù hag o grenadennoù.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.

1985
Référence : DGBD p15

Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor.

1999
Référence : KOKE.II p197

Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.

2015
Référence : DISENT p161

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux