Ha n’am boa ket amzer da goll ! Tostaat a rae gouel Sant-Jozeb, patrom Priel, an naontek a viz Meurzh, hag a-benn ur miz am boa da vezañ e Moskov, ma felle din bezañ eureujet an deiz divizet gant va gwreg, da lavarout eo, an dri-warn-ugent a viz Ebrel.
Tremen a rejomp ’ta hep kleier o vrallañ, hep ograoù na kaniri war an ton bras, hag eveljust [evel-just] hep oferenn, peogwir e tegouezhe dimp bezañ bet eureujet goude kreisteiz.
Mots précédents
Mots suivants
eure-se