1. [1499, 1732, 1850, 1927] Greun kerc'h hep brenn krazet er forn ha malet.
Gwechall e veze graet soubenn ar brignen gant panez ha laezh ha bleud. Kaot brignen.
[1732] Yod brignen silet. [1850] Soubenn ar brignen hor bezo da goan. [1877] Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignenn, me a c’hello tommañ va izili morzhet gant ar yenien hag ar gozhni.
2. Dre ast.
Greun edoù all.
Brignen gwinizh-du.
3. Trl. skeud.
Bezañ brignen ouzh e c'henoù : bezañ mezv.
4. RANNYEZH
[1909] Mal druzoni bet teuzet.
Référence :
GON.II
pg briñen (Gruau, avoine mondée, moulue grossièrement et séchée au four), grôel, gourel
Soubenn ar brignen hor bezo da goan.
Souben ar briñen hor bézô da goan.
1850
Référence :
GON.II
pg briñen (Nous aurons une soupe au gruau à souper).
Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.
Eno, enn eur park, oa eur paour keaz koz o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija eur gazeliad bodou lann, hag e lavare outhan he-unan : — Bremaik, en eur virvi va banne zoubenn ar brignenn, me a c’hello tomma va izili morzet gand ar ienien hag ar gosni.