Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
N'eus etre porzh an Togo hag hini an Dahomey nemet un nebeudig eurvezhioù treizh, hag a-hed an aod ez eus plantadegoù kokoz kaer-tre da welout eus ar mor.
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.
Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.
O vezañ maz eo ret gortoz un div eurvezh bennak a-raok na weredo ar c'hontamm ez eo bet graet an ensinklad etre pemp eur d'abardaez ha nav eur noz.
Ha ma chom unan bennak eurvezhioù-pad o [da] stankañ un nor en un trepas teñval, n'eo ket sur tamm ebet e vo gwelet adarre kentañ tro.
Mots précédents
Mots suivants
eurvezhiad