Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ger a dalvez da bouezañ war pad un eur (I 1). Chomet eo un eurvezh da c'hortoz. E-pad un eurvezh. 2. Eurvezhiad. Ne'm eus ket bet un eurvezh peoc'h. Un eurvezh labour. HS. euriad.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

eurvezh

1732
Daveenn : GReg pg heure (La durée d'une heure.)

A-dog div eurvezh amzer e skrivas.

1732
Daveenn : GReg pg heure (Il écrivit deux heures de suite.)

Div eurvezh amzer e skrivas.

1732
Daveenn : GReg pg heure (Il écrivit deux heures de suite.)

un eurvezh

1732
Daveenn : GReg pg heure (La durée d'une heure.)

eurvezh

1850
Daveenn : GON.II pg heurvez

eurvezhioù

1850
Daveenn : GON.II pg heurvez

a-zoug div eurvezh en deus skrivet

1850
Daveenn : GON.II pg heurvez

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Daveenn : EURW.1 p.199

Kement-mañ a badas un eurvezh, betek eizh eur. Neuze 'oa « dijuniñ ». Kafe laezh ha bara gwenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p33-34

Kondaonet e voen evit se da n'ouzoun pet eurvezh pinijenn, ha ma c'haier kentañ a voe dalc'het, pe marteze devet.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Ar roll-labour a oa strizh ha merket eurvezh hag eurvezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

N'eus etre porzh an Togo hag hini an Dahomey nemet un nebeudig eurvezhioù treizh, hag a-hed an aod ez eus plantadegoù kokoz kaer-tre da welout eus ar mor.

1985
Daveenn : DGBD p20

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Daveenn : DISENT p78

Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.

2015
Daveenn : DISENT p66

O vezañ maz eo ret gortoz un div eurvezh bennak a-raok na weredo ar c'hontamm ez eo bet graet an ensinklad etre pemp eur d'abardaez ha nav eur noz.

2015
Daveenn : EHPEA p60

Ha ma chom unan bennak eurvezhioù-pad o [da] stankañ un nor en un trepas teñval, n'eo ket sur tamm ebet e vo gwelet adarre kentañ tro.

2015
Daveenn : DISENT p113

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial