eurvad
kant eurvad d'ho heulio
kant eurvad r'ho heulio
- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.
C’hwitet am boa, ha gant an hini gozh e oa ar wirionez, rak hervez ar vrud a rede bez’ oa « promesa a briedelezh » evel ma lavarer er gador-sarmon, etre Rozig hag un danvez ucher eus Pempoull : yec’hed hag eurvat [eurvad] dezhi d’he fried !
Spi am boa da ziskouez d’am c’heneiled n’oa gwaz ebet ampartoc’h war ar vicher-se eget paotred Priel, da vihanañ ar re o devoa an eurvat [eurvad] da vezañ diwar dud a vor.
Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.
An droukchañs a c'hell treiñ en eurvad neuze, a lavaran ennon-me, en ur ziskenn betek ma burev gant ar bignerez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eurvezh