V.k.e.
I.
(db. an traoù, an danvezioù spluius)
Lezel ul liñvenn da zont ha da chom ennañ.
Euvret en deus ar prad an dour.
&
Ent krenn
Bez' ez eus dour war an douar ken n'euvr ket ken.
II.
(db. an dud)
1. Lonkañ louzoù, drammoù, h.a.
Euvriñ drammoù meur a wech. Un dramm sec'h da euvriñ.
2. Dre ast.
Treizhañ.
&
Trl.
Euvriñ e gofad : uzañ e vanne.
&
Euvriñ e fulor : moustrañ war e fulor.
3. (db. ar yec'hed, an nerzh)
Diviañ, kas da netra.
Eno e euvras e yec'hed.
&
Dre skeud. (db. an tan)
Pa voe euvret e nerzh gant an tan ha kouezhet ar flamm.
4. Stlenn.
Enrollañ stlennoù gant un urzhiataer a-benn gallout labourat warno.
Un urzhiataer liesmedia zo en araez da euvriñ.
&
(impl. en e furm av.)
Euvradur (3).
An euvriñ graet gant ar gwazadurioù stlennegel.