Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. (db. an traoù, an danvezioù spluius) Lezel ul liñvenn da zont ha da chom ennañ. Euvret en deus ar prad an dour. & Ent krenn Bez' ez eus dour war an douar ken n'euvr ket ken. II. (db. an dud) 1. Lonkañ louzoù, drammoù, h.a. Euvriñ drammoù meur a wech. Un dramm sec'h da euvriñ. 2. Dre ast. Treizhañ. & Trl. Euvriñ e gofad : uzañ e vanne. & Euvriñ e fulor : moustrañ war e fulor. 3. (db. ar yec'hed, an nerzh) Diviañ, kas da netra. Eno e euvras e yec'hed. & Dre skeud. (db. an tan) Pa voe euvret e nerzh gant an tan ha kouezhet ar flamm. 4. Stlenn. Enrollañ stlennoù gant un urzhiataer a-benn gallout labourat warno. Un urzhiataer liesmedia zo en araez da euvriñ. & (impl. en e furm av.) Euvradur (3). An euvriñ graet gant ar gwazadurioù stlennegel.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

euvriñ

1499
Daveenn : LVBCA p74 (oeuurer, faire besoigne)

euriñ

1924
Daveenn : SKET.II p.127 « Geriadurig », "Boire (une potion, un poison)".

euriñ

1931
Daveenn : VALL pg boire (comme un remède)

euvri

1931
Daveenn : VALL pg absorber (boire, manger), avaler, boire (comme un remède)

Kontammet eo bet gant kegid, evel Sokrates. Nemet e oa bet roet da evañ da Sokrates, tra maz eo bet euvret gant Korasidis da-heul un ensinklad.

2015
Daveenn : EHPEA p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial