Er vro-se, dindan un oabl entanet, e vev an dud en noazh-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadoù uhel-uhel, miled ramzel, heñvel ouzh an euzhadennoù a zigouezh ganeomp gwelout a-wechoù dre hon hunvreoù.
Er vro-ze, dindan eun oabl entanet, e vev an dud en noaz-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadou uhel-uhel, miled ramzel, henvel ouz an euzadennou a zigouez ganeomp gwelout a-wechou dre hon hunvreou.
1923
Référence :
SKET
p.14
E-pad navet oad ar bed e voe ergerzhet an douar gant Belios d’e beurskarzhañ eus ar gwallviled hag an euzhadennoù a oa bet engehentet gand ar ramzed (3).
E-pad navet oad ar bed e voe ergerzet an douar gant Belios d’e beurskarza eus ar gwall-viled hag an euzadennou a oa bet engehentet gand ar ramzed (3).
1923
Référence :
SKET
p.30
"euzhadenn" gg. [...], liester "-où".
"euzadenn" gg. [...], lïesder "-ou".
1923
Référence :
SKET
p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Monstre".
A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.
A wezenn da wezenn e lamm, a gevret gand ar gwinver, bagadou trouzus an abana denhenvel[2], e keit ha m’eman o torc’houenia e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezo ker gwaz euzadennou hag ar re a vev en Afrik.
1924
Référence :
SKET.II
p.48
Ar pezh a gave dezhañ ez oa ur vougev n’oa netra ken nemet geol un euzhadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-se, ar strishañ war c’henou ar stêr, evit lonkañ kement pesk a ziskennje gant red an dour.
Ar pez a gave d’ezan ez oa eur vougeo n’oa netra ken nemet geol eun euzadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-ze, ar strisa war c’henou ar stêr, evit lonka kement pesk a ziskennje gant red an dour.