Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Euzhvil. Geol un euzhadenn a vorvil. An euzhadennoù a zegouezh ganimp a-wechoù dre hon hunvreoù. 2. Darvoud euzhus. Euzhadennoù ar brezel-mañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Er vro-se, dindan un oabl entanet, e vev an dud en noazh-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadoù uhel-uhel, miled ramzel, heñvel ouzh an euzhadennoù a zigouezh ganeomp gwelout a-wechoù dre hon hunvreoù.

1923
Daveenn : SKET p.14

E-pad navet oad ar bed e voe ergerzhet an douar gant Belios d’e beurskarzhañ eus ar gwallviled hag an euzhadennoù a oa bet engehentet gand ar ramzed (3).

1923
Daveenn : SKET p.30

"euzhadenn" gg. [...], liester "-où".

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Monstre".

A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Ar pezh a gave dezhañ ez oa ur vougev n’oa netra ken nemet geol un euzhadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-se, ar strishañ war c’henou ar stêr, evit lonkañ kement pesk a ziskennje gant red an dour.

1924
Daveenn : SKET.II p.57-58

euzhadenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adenn (frisson ; objet d'horreur, monstre)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial