Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Meskad douar, poultrenn distrempet. Fank a vez war an hentoù pa vez glav. Skopañ war an douar evit ober fank. E zilhad a oa leun a fank, fank-holl. [1924] E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hañvouez, hag e vlev, e vlev, Salver Jezuz ! [1954] Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar [...]. HS. bouilhenn, kailhar, libistr, pri. & Trl. Foetañ fank : redek bro dindan ar seizh amzer. 2. Lec'hid. Skarzhañ ar fank eus al lenn. II. Dre heveleb. 1. (db. al loened) Kaoc'h. Fank loened, fank evned. Lakaat plouz ha tennañ ar fank dindan al loened. 2. Dre elevez (db. an dud) Kaoc'h. Fank bresk, fank dispeg : na tanav, na kalet. Alies o devez ar vugale vihan fank gwer. Hennezh zo kaledet e fank ennañ. 3. Korn an dilhad lous. Ma bragoù taolet d'ar fank da gas da walc'hiñ. 4. Fank skouarn : mel skouarn.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

fank ar skouarn

1499
Référence : LVBCA p23, 76, p185 (moeulle d-oraeilles)

fank ar botoù

1499
Référence : LVBCA p21, 39-40, 76 (boe, ou fange de solliers)

fank

1499
Référence : LVBCA p76 (fange, boe)

fank

1659
Référence : LDJM.1 pg fancq

fank

1659
Référence : LDJM.1 pg bouë

fank

1732
Référence : GReg pg boue (terre detrempée d'eau de pluïe), fange (bouë)

Foetañ fank, ha fouetañ drez, / Eo micher ur paotr-lakez

1732
Référence : GReg pg (battre les bouës, les halliers, c'est le métier d'un) estafier

fank

1850
Référence : GON.II pg kampoulen, kalar, fañk (fange. boue. ordure), frigas, libistr, strak, stroul, difañka ("fañk", boue, crotte, fange).

Flistret hoc'h eus fank warnon.

1850
Référence : GON.II pg flistra (Vous avez fait rejaillir de la boue sur moi).

Didroñsit ho lostenn, n'eus mui a fank.

1850
Référence : GON.II pg didroñsa (Détroussez votre jupe, il n'y a plus de crotte).

Diflaket eo e varc'h e-kreiz ar fank.

1850
Référence : GON.II pg diflaka (Son cheval s'est abbatu au milieu de la boue).

Tennit ar fank eus ho lostenn.

1850
Référence : GON.II pg fañk (ôtez la fange, la boue de votre jupe).

Ra vo stlabezet al ludu anezhañ, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !

1923
Référence : SKET p.52

Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Fank hag uloc’h az po digantañ da zibriñ ha dour-hañvouez da evañ.

1924
Référence : SKET.II p.45

Kouezhet ar barner er poull-hañvouez !… Er poull-hañvouez !… Ur paotr brav, an aotrou barner Kerjantjili ! E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hañvouez, hag e vlev, e vlev, Salver Jezuz !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

« Pa droazhi, ne droi nag ouzh tan, nag ouzh heol, nag ouzh loar, nag ouzh kanevedenn, nag ouzh stered, nag ouzh avel. « Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot ur peurvan saout, nag en douar bet roget gant an alar ; « Nag ouzh treid ar gwez, na war gern ur menez, na war an henchoù, nag en-dro d’un ti, nag e-harz mogerioù ur c’hreñvlec’h.

1924
Référence : SKET.II

fank

1931
Référence : VALL pg boue, bourbe

Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.

1954
Référence : VAZA p.28

Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.

1960
Référence : PETO p60

Pa zeuas ar medisin da ober e droiad lavaras dezhañ : "Emaon o vont da louzaouiñ ac'hanoc'h ha, peogwir emaoc'h aze, e vo studiet ho kwad, ha kaset un dakenn a vBrazzaville, d'an Institut Pasteur, evit ma vo studiet an doare typhus-se. Da c'hortoz emaon o vont da studiañ ho fank.

1985
Référence : DGBD p79

Evit aesaat an tremen e vez taolet keuneudennoù er fank pe zoken diskaret ur wezenn evit ma vo kerzhet hed-ha-hed warni.

1985
Référence : DGBD p34

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux