« Pa droazhi, ne droi nag ouzh tan, nag ouzh heol, nag ouzh loar, nag ouzh kanevedenn, nag ouzh stered, nag ouzh avel. « Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot ur peurvan saout, nag en douar bet roget gant an alar ; « Nag ouzh treid ar gwez, na war gern ur menez, na war an henchoù, nag en-dro d’un ti, nag e-harz mogerioù ur c’hreñvlec’h.
fank
Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.
Evit aesaat an tremen e vez taolet keuneudennoù er fank pe zoken diskaret ur wezenn evit ma vo kerzhet hed-ha-hed warni.
Pa zeuas ar medisin da ober e droiad lavaras dezhañ : "Emaon o vont da louzaouiñ ac'hanoc'h ha, peogwir emaoc'h aze, e vo studiet ho kwad, ha kaset un dakenn a vBrazzaville, d'an Institut Pasteur, evit ma vo studiet an doare typhus-se. Da c'hortoz emaon o vont da studiañ ho fank.