1. Brizh, marellet.
An neñv a oa briket gant ar stered a lintre. Ur yar vriket.
HS. brizhellet, marellek.
2. (db. ar blev)
Krog da vezañ louet.
He blev, bremañ briket, gwezhall a oa damzu.
3. Dre skeud.
N'eo ket gwirion, n'eo ket anterin, zo perzhioù fall dezhañ.
Ur feiz dislivet, briket, leun a c'hevier.
Pa c'hoarzh, he muzelloù a zo mezh o gwelet ; / Krinañ a ra he fri, he dent zo diskrognet ; / He blev, bremañ briket, gwechall a oa damzu, / Hag he divoc'h jodek a zo kleuz a bep tu.
Pa c'hoarz, he muzellou a zo mez ho gwelet ; / Krina a ra he fri, he dent zo diskrouignet ; / He bleo, brema briket, gwechall a voa dem-zu, / Hag e divoc'h chotek a zo kleuz a bep-tu.
1867
Référence :
MGK
p56-57
Ar martolod kozh, er porzhioù-mor m’oa bet enno, ken e Frañs, ken er broioù all, en doa gwelet meur a dra iskis, traoù briket ha traoù marellet, mes n’en doa biskoazh gwelet evelato un dra ker farsus evel ur person, en e roched, kuzhet e-touez ar foenn !!!
Ar martolod koz, er porziou mor m’oa bet ennho, ken e Franz, ken er broiou-all, en doa guelet meur a dra iskiz, traou briket ha traou marellet, mez n’en doa biskoaz guelet evelato eun dra ker farsuz evel eur persoun, en he roched, kuzet etouez ar foenn !!!