Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Brizh, marellet. An neñv a oa briket gant ar stered a lintre. Ur yar vriket. HS. brizhellet, marellek. 2. (db. ar blev) Krog da vezañ louet. He blev, bremañ briket, gwezhall a oa damzu. 3. Dre skeud. N'eo ket gwirion, n'eo ket anterin, zo perzhioù fall dezhañ. Ur feiz dislivet, briket, leun a c'hevier.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa c'hoarzh, he muzelloù a zo mezh o gwelet ; / Krinañ a ra he fri, he dent zo diskrognet ; / He blev, bremañ briket, gwechall a oa damzu, / Hag he divoc'h jodek a zo kleuz a bep tu.

1867
Daveenn : MGK p56-57

Ar martolod kozh, er porzhioù-mor m’oa bet enno, ken e Frañs, ken er broioù all, en doa gwelet meur a dra iskis, traoù briket ha traoù marellet, mes n’en doa biskoazh gwelet evelato un dra ker farsus evel ur person, en e roched, kuzhet e-touez ar foenn !!!

1877
Daveenn : EKG.I. p.142

briket

1931
Daveenn : VALL pg bariolé, bigarré

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial