1. Frouezh glas ar fiezenn, bouedek, sukret ha leun a spluz munut.
Fiez fresk, fiez sec'h. Mare ar fiez.
2. Dre fent
Fiez glas : kaoc'h kezeg.
Dastum fiez glas war an hentoù.
&
Estl.
Fiez glas ! : estlammadell a lavarer ouzh ub. a-benn reiñ dezhañ da gompren n'en do ket e c'hoant.
3. Fiez-mor : loened-mor o anv spesad Phakellia ventrilabrum.
Référence :
GON.II
pg fiézen (Figuier, arbre qui porte des figues. On dit aussi "gwézen-fiez", "arbre de figues").
fiez
1850
Référence :
GON.II
pg fiez (Figue, fruit du figuier).
figez
fígez
1909
Référence :
BROU
p. 238
En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.
En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar glann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegez gand ar vroïz anezi, tud kenedek o dremm, krenv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.
1923
Référence :
SKET
p.13
En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.
En he c’hichen, kelc’het gant eur harz skô eus eun[]tu, eus eun tu all gant eur voger : ar prespital ; an ti, savet e-kreiz al liors, a guz e fasadenn wenn deliou eur weenn fiez. [sic, "didan deliou eur ween fiez"]
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).
Eus rummad ar fiez int, hag e gwirionez o delioù a zo un tamm heñvel ouzh delioù fiez.
1985
Référence :
DGBD
p117
Note d'étude
"Figez(enn)" e Catholicon Jehan Lagadeuc e 1499. Fatet eo ar "g" diabarzh etrevogalennek e brezhoneg modern. Chomet eo bev ar stumm "figez(enn)" e brezhoneg Eusa evel m'en diskouez an daveenn tennet eus geriadur Dom Malgorn e 1909.