Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Frouezh glas ar fiezenn, bouedek, sukret ha leun a spluz munut. Fiez fresk, fiez sec'h. Mare ar fiez. 2. Dre fent Fiez glas : kaoc'h kezeg. Dastum fiez glas war an hentoù. & Estl. Fiez glas ! : estlammadell a lavarer ouzh ub. a-benn reiñ dezhañ da gompren n'en do ket e c'hoant. 3. Fiez-mor : loened-mor o anv spesad Phakellia ventrilabrum.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

figezenn

1499
Daveenn : LVBCA p77 (figuier, ou figue)

fiez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg figue

fiezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg figue

gwezenn-fiez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg figuier

fiez

1732
Daveenn : GReg pg figue (fruit doux, Van.)

fiez melen

1732
Daveenn : GReg pg figue (figues jaunes)

fiez glas

1732
Daveenn : GReg pg figue (figues violettes)

fiez hastif

1732
Daveenn : GReg pg figue (Figues primes)

fiez hastif-meür

1732
Daveenn : GReg pg figue (Figues primes)

fiez eostek

1732
Daveenn : GReg pg figue (Figues primes)

fiez buan

1732
Daveenn : GReg pg figue (Figues primes)

fiez

1732
Daveenn : GReg pg figue (fruit doux)

figezenn

1732
Daveenn : GReg pg figue (fruit doux, Van.)

fiez gwenn

1732
Daveenn : GReg pg figue (figues blanches)

gwezenn fiez

1850
Daveenn : GON.II pg fiézen (Figuier, arbre qui porte des figues. On dit aussi "gwézen-fiez", "arbre de figues").

fiez

1850
Daveenn : GON.II pg fiez (Figue, fruit du figuier).

figez

1909
Daveenn : BROU p. 238

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Daveenn : SKET p.13

En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Eus rummad ar fiez int, hag e gwirionez o delioù a zo un tamm heñvel ouzh delioù fiez.

1985
Daveenn : DGBD p117

Notennoù studi

"Figez(enn)" e Catholicon Jehan Lagadeuc e 1499. Fatet eo ar "g" diabarzh etrevogalennek e brezhoneg modern. Chomet eo bev ar stumm "figez(enn)" e brezhoneg Eusa evel m'en diskouez an daveenn tennet eus geriadur Dom Malgorn e 1909.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial