Télécharger les mots parents disfiziout fiziout fizius refiziout
fiziout
fiziout e Doue
Gouzout a rit hon Aotrou’n eskop ne c’hell ket mont kuit e-unan eus ar Gernevez : ne c’hell kennebeut fiziout e kement hini a zo, hag em eus soñjet ennoc’h, va mab, evit mont e-berr da vaner ar Gernevez da gerc’hat an Aotrou de la Marche ha d’her c’has betek ar vag, pe da vervel en hent, m’ar bez ret, evit hen difenn.
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
Nemet re yaouank e oa, kaer en doa fiziout en e skiant.
Ar c'hamion a oa deut ganeomp eus Port-Gentil ne oa ket da fiziout ennañ, hag an doug tud ha marc'hadourezh a ranke bezañ graet gant ar binasenn a oa bet fiziet ennomp ivez.
Ma kavan an hent stanket, ne vin ket evit fiziañ war ma spered, moret maz eo, na war ma damougoù.
Marteze e fizio Seimenis aferioù all ennout ken abred ha warc'hoazh pe kavout a ri ur c'huzulva alvokaded all.
Mots précédents
Mots suivants
fiziout