1. C'hwezh fall.
Pebezh flaer zo gant ar vi brein-se !
&
Trl. skeud., pemdez
Bezañ flaer en e vragoù, en e loeroù : kaout aon bras.
[1924] Skañv e droad, flaer en e vragoù, en ur redadenn ec’h erruas er gêr.
2. A-WECHOÙ, RANNYEZH.
C'hwezh.
Flaer vat.
3. Impl. da stn.
Ur c'hwezh flaer : ur c'hwezh fall.
[1923] An digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.
Furchañ ha paoata a ra / Ha, gant e fri tanv alies, / Kaer en deus furgutañ, c'hwesha / E-touez kement all a lastez, / Foeltr 'vat ne gav nemet kozh flaer, / Flaer ar gevier, an ormidoù.
Furcha ha paoata a ra / Ha, gant he fri tano aliez, / Kaer enn deuz furguta, c'houesa / E touez kement all a lastez, / Foeltr vad ne gav nemet kos flear, / Flear ar gevier, ann ormidou.
1867
Référence :
MGK
p139
flaer ar bouc'h
fléar-ar-bouc'h
1909
Référence :
BROU
p. 388 (surtout pour désigner l'odeur de l'urine dans les draps et les habits)
flaer a zo en e leroù
flear a zo en he leru
1909
Référence :
BROU
p. 394 (il n'est pas à son aise)
Rak n’eus mann hag a heugfe gwashoc’h outañ an doueed eget an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.
Rak n’eus mann hag a heugfe gwasoc’h outan an doueed eged an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouez-flaer.
1923
Référence :
SKET
p.63
N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannoù war an hent : skañv e droad, flaer en e vragoù, en ur redadenn ec’h erruas er gêr.
N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannou war an hent : skanv e droad, flêr en e vragou, en eur redadenn ec’h erruas er gêr.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.948 (Mae 1924)
Mar n’houlez ket e ve flaer ganez, ne c’hourvezi ket war an teil.
Mar n’oulez ket e ve flaer ganez, ne c’hourvezi ket war an teil.
1924
Référence :
SKET.II
p.28
Ur gambrad hir ha frank, leun a voged butun, a c’hwez louarn, a flaer pounner.
Eur gambrad hir ha frank, leun a voged butun, a c’houez louarn, a flaer pounner.
1944
Référence :
EURW.1
p.192
« Deomp, pa n'eus ket a jistr, da gas kuit blaz ar flaer-mañ en ur evañ ur voutailhad [a] win kozh. »
« Deomp, pa n'eus ket a jistr, da gas kuit blas ar flêr-mañ en eur eva eur voutailhad win koz. »
1944
Référence :
EURW.1
p77
Hag ouzhpenn ! Bez' ez eus flaer ar maniok lakaet a boulladoù evit glec'hiañ hag eogiñ e-barzh an dour !
1985
Référence :
DGBD
p58
Kentizh ha m'en doa gwelet ac'hanomp e oa deuet flaer en e vragoù, un enbroad kuzh eo.