Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.
hag en ur gomz e lakaas ar gweladenner da zont tre en un novoz klet, bras, izel he lein, daret he leur, tommet gant un tan o flamminañ en oaled
Mots précédents
Mots suivants
flamminennañ