Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. (db. an tan) Teuler flammoù. Tan o flamminañ sioul, uhel. [1954] Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù. 2. (db. an traoù) Deviñ en ur deuler flammoù. Ar c'harrdi a oa o flamminañ. 3. Dre skeud. (db. an daoulagad) Skediñ gant ur from bennak. He daoulagad a flammine evel div c'hlaouenn dan.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

flumminiñ

1732
Daveenn : GReg pg étinceler

Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.

1954
Daveenn : VAZA p.140

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Daveenn : VAZA p.173

hag en ur gomz e lakaas ar gweladenner da zont tre en un novoz klet, bras, izel he lein, daret he leur, tommet gant un tan o flamminañ en oaled

2012
Daveenn : DJHMH p29

Ofis publik ar brezhoneg