I.
G.
Bouilh gazoù mesket a sav diwar udb. o teviñ hag a losk en ur deuler sklêrijenn livet.
Sevel a ra ar flammoù. An tan a daol flammoù.
&
[1499] Flamm-tan : tantad tan.
II.
Str.
Hollad bouilhoù gazoù a-seurt-se.
Ar flamm n'int ket bet dre eno c'hoazh. Gwelet ar flamm o pignat d'al laez gant elfennoù aour. An ael a savas d'an neñv e-kreiz ar flamm.
Daveenn :
GReg
pg flamme (Les flammes de l'amour.)
ar flammoù eus an amourousted
ar flammou eus an amourousted
1732
Daveenn :
GReg
pg flamme (Les flammes de l'amour.)
ar flammoù milliget eus a dan an amourousted
ar flammou milliguet eus a dan an amourousted
1732
Daveenn :
GReg
pg flamme (Les flammes de l'amour.)
flamm
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamm, flamma, flammuz
uhel e sav ar flamm
huel é sâv ar flamm
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamm, saô, sav
flammoù
flammou
1850
Daveenn :
GON.II
pg flamm
Hogen, kollet e voe da viken ar c’hanennoù hag an danevelloù ma oant mirourien dezho ; ha n’eo ket digant ar bugelig, n’oa nemet pemp bloaz pa voe tennet a-dre ar flammoù gant daouarn ar vuntrerien, e c’halljen o diskiñ en-dro.
Hogen, kollet e voe da viken ar c’hanennou hag an danevellou ma oant mirourien d’ezo ; ha n’eo ket digand ar bugelig, n’oa nemet pemp bloaz pa voe tennet a-dre ar flammou gant daouarn ar vuntrerien, e c’halljen o diski en-dro.
1923
Daveenn :
SKET
p.22
Eno eo e kavas Velia anezhañ, ez noazh en e sav dirak an tan, oc’h astenn e bennig ouzh ar flamm.
Eno eo e kavas Velia anezan, ez noaz en e sav dirag an tan, oc’h astenn e bennig ouz ar flamm.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.35
En devezhioù glav pe latar, pe c’hoazh er goañv p’edo an erc’h o c’holoiñ an douar en ur deñvalaat an oabl, Velia e dostae ouzh flammoù-tan luc’hus an oaled.
En deveziou glao pe latar, pe c’hoaz er goanv p’edo an erc’h o c’holoï an douar en eur denvalaat an oabl, Velia e dostae ouz flammou-tan luc’hus an oaled.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.13
Skridoù Ar Fusteg a oa leun a flamm ; ar gwechoù kentañ a oa dezhañ, esaeañ skrivañ e yezh c'henidik : en em dennañ mat a reas.
Skridou ar Fusteg a oa leun a flamm ; ar gwechou kenta a oa d'ezan, esa skriva e yez c'henidik : en em denna mat a reas.
1944
Daveenn :
EURW.1
p86
Ar valafenn, skañvbenn hag hedro, a oa anezhañ, o teviñ edo he divaskell ouzh flamm ar c'hadaliezh.