Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (goude nevez ha yaouank) Tre, kenañ. Ur vro nevez-flamm. Un den yaouank-flamm. 2. (war-lerc'h anvioù-gwan a denn d'al liv) Skedus, splann. Livet-flamm e oa an ti. Melen-flamm. ES. mouk.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Marv eo yaouank-flamm.

1732
Daveenn : GReg pg fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

Un houad a voa, yaouankik-flamm, / E-touez ar yer o klask e vamm.

1867
Daveenn : MGK p134

Ar vamm-giez a c'houlenn outi / Pemzek dervezhiad all da chom c'hoazh en he zi ; / — « Rak, emezi, va bugale / Yaouank-flamm ne c'houzont bale. »

1867
Daveenn : MGK p107-108

Ur manac’h yaouank-flamm, hag a yoa o chom er penn pellañ eus ar gouent, a zihunas o klevet an tennoù fuzuilh kentañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Ur gwallgoll eo an dra-se evidomp, rak e vugale a zo yaouankik-flamm.

1878
Daveenn : EKG.II p.9

Damc’houde, e save ar Breur hag ar C’hoar en ur c’harr pederrodek a brenn-kelenn lufret-flamm kaeraet gant aour hag outañ ur sterniad kezeg gwenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.61

Kefridi ar c’hwec’h-mañ ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intrañ kannded ar murioù, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeradurioù hag al listri-aour.

1923
Daveenn : SKET p.65

aozañ a-nevez flamm

1923
Daveenn : SKET p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Remettre à neuf".

Ruz-flamm an tornaodoù maen kalet anezhi, na baouez ket an tonnoù-mor a skei gant o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Skav-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezhañ en diskar-amzer ul liv melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.

1924
Daveenn : SKET.II p.75, Notenn 5

Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »

1942
Daveenn : FHAB niv. Meurzh/Ebrel, p133

Unan nevez-flamm e oa, deuet e-maez e spered ; an amprouennoù a voe roet da lenn da Anatol ar Braz, a skrivas ur c'hentskrid meulus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.99

Un hanter lev ac'hano, war ur stêrig all, ez eus ur c'hamp all, nevez-flamm, hag un ti koant evit an den gwenn a zo o prientiñ al lodenn goad-se a vo lakae dizale an troc'h enni.

1985
Daveenn : DGBD p182

Sed ma wiskas e vegoù-tour nevez-flamm gant neuz hini ar Pont ha ma tapas gantañ bezañ feal ouzh ar mennad orin.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial