Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an dud) A. 1. Na c'hall ket delc'her war e deod. Ne oan ket ur paotrig flav. An den flav-mañ ne serr genoù ebet. 2. Mari-flav : patrom an den na c'hall ket delc'her war e deod. [1955] Arsa, mic’hieg, emezañ, daoust hag ur vardell az pefe c’hoant d’ober diouzhin ? Nom de va ene, n’on ket emichañs ur Vari-Flav bennak DHS. begek, teodek. & Lesanv a roer d'ur plac'h na zalc'h ket an traoù en urzh. DHS. loudourenn. 3. N'en em soñj ket a-raok komz, ober udb. Ret eo bezañ flav evit lavaret traoù e-giz-se ! DHS. brell. 4. N'eus ket a boell, a zibun reizh en e gomzoù, en e soñjoù. DHS. brell, skañvbenn. B. 1. RANNYEZH. Spontik. Ar re flav n'o deus ket mennet harpañ hol labour. Lakaat ar merc'hed flav da rifal gant an aon. DHS. kizidik. HS. abaf, aonik, digalon. 2. Laosk, distart. Lod arall a due gantañ rak ma oant re flav. Ur spered flav : distart, dizalc'h en e vennozhioù. II. 1. (db. ar plant) Kizidik. Ur boked flav. DHS. bresk, gwan, peñver, tener. 2. (db. ar c'homzoù) Hep poell, hep dibun reizh. Dibunañ aridennadoù komzoù flav. 3. (db. an avel) Prim ha dic'hortoz. Avel flav, avel glav.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

flav

1732
Référence : GReg pg fleau

Hopala !... tremen droug a savas ennañ : « Arsa, mic’hieg, emezañ, daoust hag ur vardell az pefe c’hoant d’ober diouzhin ? Nom de va ene, n’on ket emichañs ur Vari-Flav bennak ».

1955
Référence : VBRU p.6

L'Office public de la langue bretonne