Adv.
1. [1931] Trumm, gant nerzh ha trouz.
[1931] Serriñ [un nor] a-flav. Hennezh a vo stlapet a-flav ouzh moger an ti.
[1877] [...] pa gleve an tennoù fuzuilh o sklakal hag an armelioù o tigeriñ a-flav.
HS. a-stlap.
&
[2015] Kouezhañ a-flav : a-stok e gorf.
[2015] Dindan kouezhañ a-flav emaon.
2. [1931] Ober udb. a-flav : gant mall ha hep aket.
3. A gementadoù bras.
Ar ouenn buoc'hed-se a ro laezh a-flav.
HS. a-fonn.
4. A-stlabez.
Eno, gourvezet e-touez an teil, e zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel ur c’hi, e krene, evel ur bern delioù, pa gleve an tennoù fuzuilh o s[tl]akal hag an armelioù o tigeriñ a-flav.
Eno, gourvezet etouez an teil, he zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel eur c’hi, e krene, evel eur bern deliou, pa gleve an tennou fuzil o sklakal hag an armeliou o tigeri a-flao.
1877
Référence :
EKG.I.
p.125
Reiñ a ris dezhi neuze un taol penn-skoaz hag e tigoras a-flav. Trouz an nor o tigeriñ a reas aon din.
Rei a riz d’ezhi neuze eun taol penn-skoaz hag e tigoraz a-flao. Trouz an or o tigeri a reaz aoun dign.
1878
Référence :
EKG.II
p.41
a-flav
a-flao
1931
Référence :
VALL
pg battant (vivement)
ober a-flao
1931
Référence :
VALL
pg bacler
serriñ a-flav
serri a-flao
1931
Référence :
VALL
pg (faire) battre (une porte)
Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.