I.
1. Bleunienn ur blantenn liorzh.
Kemer ur peder pe bemp fleurenn da ober ur boked anezho.
DHS. bleunienn, bleuñv, boked.
2. Dre ast.
Skeudenn pe traezenn zo heñvel ouzh ur vleunienn.
&
Fleurenn gorn : arouez a vroder war ar chupennoù, er Vro-Vigoudenn, d'o c'hinklañ.
II. Dre skeud.
1. Plac'h kaer.
&
Dre ast.
Mestrez.
Da welet ma fleurenn.
2. Gwerc'hded.
Kollet he deus he fleurenn.
3. Trl.
Fleurenn ar yaouankiz : ar mare gwellañ anezhi.
N'emaon ket mui e fleurenn ma yaouankiz.
DHS. barr, brud.
4. Trl.
Fleurenn ar merc'hed : an hini vravañ anezho.
Fleurenn an holl verc'hed, ha melezour an dimezelled. Koulskoude em eus graet al lez da fleurenn ar merc'hed.