Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Bleunienn ur blantenn liorzh. Kemer ur peder pe bemp fleurenn da ober ur boked anezho. DHS. bleunienn, bleuñv, boked. 2. Dre ast. Skeudenn pe traezenn zo heñvel ouzh ur vleunienn. & Fleurenn gorn : arouez a vroder war ar chupennoù, er Vro-Vigoudenn, d'o c'hinklañ. II. Dre skeud. 1. Plac'h kaer. & Dre ast. Mestrez. Da welet ma fleurenn. 2. Gwerc'hded. Kollet he deus he fleurenn. 3. Trl. Fleurenn ar yaouankiz : ar mare gwellañ anezhi. N'emaon ket mui e fleurenn ma yaouankiz. DHS. barr, brud. 4. Trl. Fleurenn ar merc'hed : an hini vravañ anezho. Fleurenn an holl verc'hed, ha melezour an dimezelled. Koulskoude em eus graet al lez da fleurenn ar merc'hed.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

mar gwiskomp hon abid satin gwenn, ni 'vo en Lannuon evel div fleurenn, mar gwiskomp hon abid satin bleuñv, mar kollomp hon enor hor bo keuz

1874
Daveenn : GBI.II p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial