Hep klask nag hent na gwenojenn, e lammas diwar an hent-bras er foennog a oa e kichen, hag eus ar foennog-se en ur foennog all, dreist ar c’hleuzioù, dre-greiz an drez hag ar spern, ker koulz ha ken dizamant ouc’h e groc’henn evel ma oa bet, pa edo o tec’het, a-raok ar chouanted, eus e graou moc’h.
N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.
— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez[h] gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz.
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Hag ar pennad hent am boa anavezet ken priellek ha flabous e kostezioù Ntoum c'hwec'h miz a-raok a oa bremañ goloet a c'heot hir, ken gwazh hag ur foenneg.
Mots précédents
Mots suivants
foennenn