Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo ganto re a labour. Eno den ebet ne vez foulet. Tud foulet. [1954] [...] ha gwashañ ’oa, ne bade ket nemeur amzer o zro, a-drugarez d’ar bigi polis o filfichat d’o heul, ken foulet ha yer o pakañ buzhug war-lerc’h un arar. & Bezañ foulet war udb. : bezañ prez labour war ub. Amañ e vezer foulet war ar fichañ lein. & Bezañ foulet gant al labour : bezañ kement a labour gantañ ken eo diaes dont a-benn anezhañ. HS. friket. 2. Dre ast. Zo dale gantañ (gant al labour). Mat em boa graet labourat dec'h rak foulet e vijen bet hiziv. Ar re n'o deus nemet kezeg zo fouletoc'h eget ar re o deus traktorioù. 3. Dre ast. Diaes ha labourus e vuhez. Hennezh zo bet foulet a-walc'h ivez. HS. mac'homet. ES. barrek.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

foulet

1954
Référence : VAZA p.193 geriou tregeriat rik (bezañ foulet, dalc'het tre gant al labour).

Darn a heje o zog pe o mouchouer, met kaer o deveze divarc’hañ o daoulagad, netra ne spurmantent evel-just a-dreuz d’hon tri c’helc’h listri-brezel, ha gwashañ ’oa, ne bade ket nemeur amzer o zro, a-drugarez d’ar bigi polis o filfichat d’o heul, ken foulet ha yer o pakañ buzhug war-lerc’h un arar.

1954
Référence : VAZA p.184

Eviti da vezañ gwall foulet gant ar bern fañfarluchoù he devoa da wriat da geñver gouelioù Pask, e teue bemdez ganin da brenañ tra-mañ-tra, ha panevet d’hec’h alioù n’ouzon ket penaos am bije kavet penn ha lost da'm fellenn.

1955
Référence : VBRU p.25

N’emaint ket evel-just e-sell da vont gant hon tren herrek, o c’hortoz emaint – hag o c’hortoz petra ? Doue hen goar ! – met van ebet ne reont, rak e Rusia muioc’h eget n’eus forzh pelec’h all e tesk pephini koll amzer, ha den ebet ne vez foulet petra bennak klever [sic] an aliesañ digant an holl ar gerig Sitchas (bremaik) kerkoulz hag e Polonia teikviletché (raktal) hag e Meksiko pe e Bro-Spagn mañana por la mañana (arc’hoazh), hag a dalv evit a-benn ur sizhun, pe daou viz, pe ur bloavezh, ha marteze ken na vo lidet gouel Sant Bikenig !

1955
Référence : VBRU p.44

L'Office public de la langue bretonne