Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo ganto re a labour. Eno den ebet ne vez foulet. Tud foulet. [1954] [...] ha gwashañ ’oa, ne bade ket nemeur amzer o zro, a-drugarez d’ar bigi polis o filfichat d’o heul, ken foulet ha yer o pakañ buzhug war-lerc’h un arar. & Bezañ foulet war udb. : bezañ prez labour war ub. Amañ e vezer foulet war ar fichañ lein. & Bezañ foulet gant al labour : bezañ kement a labour gantañ ken eo diaes dont a-benn anezhañ. HS. friket. 2. Dre ast. Zo dale gantañ (gant al labour). Mat em boa graet labourat dec'h rak foulet e vijen bet hiziv. Ar re n'o deus nemet kezeg zo fouletoc'h eget ar re o deus traktorioù. 3. Dre ast. Diaes ha labourus e vuhez. Hennezh zo bet foulet a-walc'h ivez. HS. mac'homet. ES. barrek.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

foulet

1954
Daveenn : VAZA p.193 geriou tregeriat rik (bezañ foulet, dalc'het tre gant al labour).

Darn a heje o zog pe o mouchouer, met kaer o deveze divarc’hañ o daoulagad, netra ne spurmantent evel-just a-dreuz d’hon tri c’helc’h listri-brezel, ha gwashañ ’oa, ne bade ket nemeur amzer o zro, a-drugarez d’ar bigi polis o filfichat d’o heul, ken foulet ha yer o pakañ buzhug war-lerc’h un arar.

1954
Daveenn : VAZA p.184

Ofis publik ar brezhoneg