I. V.k.e.
1. Hejañ-dihejañ (ub., udb.).
Pa vez fourgaset an dour. Birvilhañ a ra ar merien pa vezont fourgaset. Ar spered hudur er fourgasas, er strinkas d'an douar.
HS. difretañ.
2. Dre skeud.
Gourdrouz (ub.) diehan.
Dont da damall e gomzoù, zoken d'e fourgasiñ. Pedomp evit ar re a zeu d'hor fourgasiñ.
&
Ent krenn (db. ar soñjoù)
Lakaat spered ub. da vezañ diaes.
An displijadur-se a fourgas hag a ra kaout hunvreoù fall.
II. V.g. (db. an dud)
1. Fiñval dibaouez, a-hed hag a-dreuz.
Un tolpad bras a dud a oa o fourgasiñ war ar blasenn.
HS. birvilhañ, difretañ.
2. (db. loened zo)
C'hwiliañ.
Gant e bigos e fourgas an houad dibaouez er fank.