1. Stad udb. zo fiñv, trouz, obererezh ennañ en un doare dizingal met padus.
Nag a fourgas zo amañ ! Ar porzh-mor zo kaer, met nebeut a fourgas ennañ.
2. Politik.
Stad a zizurzh er gevredigezh, ma klemm an dud dre vanifestadegoù, bodadegoù, h.a.
Fourgas ar gouerien.
&
Taol fourgas : degouezh ma ezteuler un dizemglev evel-se, en un doare feuls pe feulsoc'h.
Taolioù fourgas a-berzh micherourien ar sidan.
HS. freuz, reuz, rouestl, trubuilh.
3. Relij.
Fourgas ar bed : reuzioù pemdeziek an dud, enebet ouzh ar vuhez didrouz a ren, er manatioù, an dud zo en em ouestlet da Zoue.
An den fur a vo bepred sioul, start ha kalonek e-kreiz trouz ha fourgas ar bed.
HS. safar.