Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad udb. zo fiñv, trouz, obererezh ennañ en un doare dizingal met padus. Nag a fourgas zo amañ ! Ar porzh-mor zo kaer, met nebeut a fourgas ennañ. 2. Politik. Stad a zizurzh er gevredigezh, ma klemm an dud dre vanifestadegoù, bodadegoù, h.a. Fourgas ar gouerien. & Taol fourgas : degouezh ma ezteuler un dizemglev evel-se, en un doare feuls pe feulsoc'h. Taolioù fourgas a-berzh micherourien ar sidan. HS. freuz, reuz, rouestl, trubuilh. 3. Relij. Fourgas ar bed : reuzioù pemdeziek an dud, enebet ouzh ar vuhez didrouz a ren, er manatioù, an dud zo en em ouestlet da Zoue. An den fur a vo bepred sioul, start ha kalonek e-kreiz trouz ha fourgas ar bed. HS. safar.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

fourgas

1732
Daveenn : GReg pg agitation, envoi (renvoi, tracas)

fourgas orrupl

1732
Daveenn : GReg pg agitation

fourgas

1850
Daveenn : GON.II pg fourgas (Agitation. Remuement. Ebranlement. Emotion. Trouble), tragas, trégas

Ur fourgas bras a zo en ti.

1850
Daveenn : GON.II pg fourgas (Il y a une grande agitation dans la maison).

fourgas

1931
Daveenn : VALL pg agitation (remue-ménage)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial