I.
H.b.
1. Diemglev etre meur a zen a sav trouz taer pe daeroc'h diwarnañ.
Dael a vez alies ganto.
&
Trl.
Ober dael ouzh ub. : mont rust outañ dre gomz.
HS. jeu, tabut.
2. Dre skeud.
Dael filiped : fistilh evned.
II.
B.
1. Enebadenn gant komzoù taer pe daeroc'h.
Bewech e save un dael bennak.
2. Breud.
Daeloù ar gannaded er Gambr.
Référence :
GON.II
pg dael (Il y a souvent dispute).
Eno weloc'h tud kalonek, / Falc'het evel geot ar foenneg ; / O daoulagad leun a zaeloù, / Oc'h hirvoudiñ o c'halonoù, / O yudal, torret o ezel : — « Gwell eo bevañ evit mervel !
Eno weloc'h tud kalounek, / Falc'het evel geod ar foennek ; / Ho daoulagad leun a zaelou, / Oc'h hirvoudi ho c'halounou, / O iudal, torret ho ezel : — « Gwel eo beva evit mervel !
1867
Référence :
MGK
p68
C’hoazh e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoazh an disterañ diemglev, an disterañ dael, an disterañ breujadeg etre Manos ha Bena, hag en un tu gant se emañ ar c’hanennoù all am eus klevet.
C’hoaz e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoaz an distera diemgleo, an distera dael, an distera breujadeg etre Manos ha Bena, hag en eun tu gant se eman ar c’hanennou all am eus klevet.
1923
Référence :
SKET
p.44
rendael gg. [...] (ivez dael).
1923
Référence :
SKET
p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle".
"tabut" g. [...] ivez "dael".
1923
Référence :
SKET
p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle, dispute, discussion".
En difraostadennoù, er parkoù hag er c’hêriadennoù anezho emañ ur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael.
En difraostadennou, er parkou hag er c’hêriadennou anezo eman eur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael.
Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.
1943
Référence :
TNKN
p18
Note d'étude
Diskouez a ra an termen-mañ un emdroadur klasel dadl > dazl > dael abaoe an henvrezhoneg.
Lenn a reer e GON.II e vez graet aliesoc'h gant "ober ann dael" eget gant "daéla".
Étymologie
Ger keltiek. Moarvat diwar ar rakpredeneg *datla (bodadeg).