Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Diemglev etre meur a zen a sav trouz taer pe daeroc'h diwarnañ. Dael a vez alies ganto. & Trl. Ober dael ouzh ub. : mont rust outañ dre gomz. HS. jeu, tabut. 2. Dre skeud. Dael filiped : fistilh evned. II. B. 1. Enebadenn gant komzoù taer pe daeroc'h. Bewech e save un dael bennak. 2. Breud. Daeloù ar gannaded er Gambr.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

dael

900
Daveenn : LDJM.1 p.60

ober an daël

1732
Daveenn : GReg pg disputer (contester)

ober daël

1732
Daveenn : GReg pg contrarier

dael

1732
Daveenn : GReg pg contrarieté, debat, dispute (contestation), grabuge (differend, debat domestique)

daeloù

1732
Daveenn : GReg pg contrarieté, debat, dispute (contestation), grabuge (differend, debat domestique, p.)

daelioù

1732
Daveenn : GReg pg debat

dael

1850
Daveenn : GON.II pg énébiez

Eno weloc'h tud kalonek, / Falc'het evel geot ar foenneg ; / O daoulagad leun a zaeloù, / Oc'h hirvoudiñ o c'halonoù, / O yudal, torret o ezel : — « Gwell eo bevañ evit mervel !

1867
Daveenn : MGK p68

"tabut" g. [...] ivez "dael".

1923
Daveenn : SKET p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle, dispute, discussion".

C’hoazh e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoazh an disterañ diemglev, an disterañ dael, an disterañ breujadeg etre Manos ha Bena, hag en un tu gant se emañ ar c’hanennoù all am eus klevet.

1923
Daveenn : SKET p.44

rendael gg. [...] (ivez dael).

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle".

En difraostadennoù, er parkoù hag er c’hêriadennoù anezho emañ ur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael.

1924
Daveenn : SKET.II p.68

"dael" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Contestation, dispute".

Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.

1943
Daveenn : TNKN p18

Notennoù studi

Diskouez a ra an termen-mañ un emdroadur klasel dadl > dazl > dael abaoe an henvrezhoneg.

Etimologiezh

Ger keltiek. Moarvat diwar ar rakpredeneg *datla (bodadeg).

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial